Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Staj furlukin digor d’an holl

Staj furlukin digor d’an holl

Yaou 28 a viz C’hwevrer 2019

Stummerez : ar gomedianez Tifenn Linéatte ha he deus heuliet meur a stummadurioù furlukin.

Gerig Tifenn :
Staj digor d’an holl liveoù yezh :
M’ho peus aon ne vefe ket uhel-a-walc’h ho live brezhoneg, arabat kaout aon : just-a-walc’h e vo talvoudus evit ar furlukin !

Palioù ar staj :

  • Mont donoc’h gant danvez ar furlukin.
  • Diziloiñ ar skritur-leurenn, gant a bep seurt ostilhou hervez teknikou stummer furlukined Hervé Langlois.
  • Amprouiñ penaos e c’hell bezañ krouet un abadennig e-kerzh un nebeut eurvezhiou.
  • Gwellaat e skiant varn en ur eskemm gant ar re all.
  • Hag evel-just, mont e darempred gant e furlukin, ar c’hrouadur-se ken ispisial a vev ennomp !

Sadorn 23 ha Sul 24 a viz C’hwevrer 2019
C’hoariva - Tachenn Bolore e Pontekroaz (29)
D’ar Sadorn : 10e30 - 18e
D’ar Sul : 9e30 - 5e30

Priz
55€ an dibenn sizhun | 30€ arrez
45€ evit studierien pe dud dilabour | 20€ d’arrhes
Ma n’och ket ezel eus C’hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C’hoariva e rankoc’h paeañ ar skodenn : 10€.

Da gas ganeoc’h : boued evit ar predoù
Evit a re o tont eus pell e vo kavet un diskoulm marc’hadmat da gining deoc’h evit an nozvezh

Lakaat ec’h anv : skrivañ deomp pe dre bellgomz : 06 38 78 35 15