Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Stajoù gant strollad La Obra

Stajoù gant strollad La Obra

Lun eil a viz Du 2015

  • Staj krouiñ maskloù Maya

Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya.
Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz).
Priz : 60€ (an dafar e-barzh).

  • Staj Mikroc’hoariva

Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ e lec’hioù foran.
Ur staj kaset da benn gant Diana Talavera.
Evit ar yaouankiz : 15-25 bloaz.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sul 15 a viz Du. 10e mintin - 5e noz.
Priz : 20€.

  • Jestrc’hoari ar ramzed

Dizoloiñ penaos lakaat da fiñval margodennoù ramzel ha mont gant skasoù.
Ur staj kaset da benn gant Tangi Sanner ha Diana Talavera.
Evit ar yaouankiz : 15-25 bloaz.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sul 20 a viz Kerzu. 10e mintin - 5e noz.
Priz : 20€.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat ec’h anv
Pe 09 52 56 31 25