Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Termenidi Diwan e levr ar rekordoù ?

Termenidi Diwan e levr ar rekordoù ?

Lun 4 a viz Genver 2016

Respont : 16 gwech e-kerzh 5 devezh !
Ha n’eo ket bet kontet niver an arvestourien yaouank, niver a re o deus c’hoarzhet gant troioù-kamm ar Schtroumpfed, ar re o deus leñvet o welout Gargamel, niver ar c’hilometradoù redet evit mont a skol da skol.
Hag ar blijadur o deus bet o c’hoari a zo divuzul ivez...
War hentoù Breizh e vint c’hoazh e miz Meurzh evit un eil troiad c’hoariva.

Gourc’hemennoù tud yaouank !

Evit sellout ouzh reportaj France 3