Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Tro-Didro o klask war-lerc’h komedianed

Tro-Didro o klask war-lerc’h komedianed

Meurzh 24 a viz Mae 2016

C’hoarvezout a ra an istor er Grennamzer uhelañ en ur vro geltiek (predenek).

Ul lodennig eus ar pezh-c’hoari a vo war-gan met gant ul laz-kanañ e vo kemeret an tamm-se e-karg.

Ne vo ket ret d’ar gomedianed kanañ eta.

Ar pleustradegoù a vo peurliesañ e Kerne-Izel. Diouzh an dro e c’hellfemp pleustriñ e lec’h all ivez.

N’eo ket ret deoc’h kaout kalz a skiant-prenet war ar c’hoari-pezh (gwell a-se m’ho peus evel-just). C’hoantaat a reomp avat ma vo flour ar brezhoneg ganeoc’h (brezhoneg e vo hor yezh labour) ha ma voc’h kontant da bleustriñ war an distagadur – diouzh ret – evit ma vo ar gwellañ posubl war al leurenn.

Emaomp o klask :

  • Ur gwaz etre 50 ha 60 vloaz evit c’hoari un den drouk. Roll a-bouez.
  • Ur paotr yaouank (etre 15 ha 20 vloaz, diouzh e neuz) evit c’hoari un dudenn fent, spered lemm ha gwidre enni. Roll a-bouez.
  • Ur gwaz yaouank (25/35 bloaz), taer ha brezelgar, korfet evel ur sportour.

Bez ez eus ivez rolloù bihan da gemer evit tud hag o defe c’hoant kemer perzh en avañtur ha kaout un tañva eus ar c’hoariva hep sammañ re war o c’houk :

  • Ur gwaz yaouank (25/30 bloaz) a gemerfe meur a roll war e chouk.
  • Ur gwaz, ne vern pe oad, evit meur a roll bihan-tre.
  • Ur vaouez etre 45 ha 60 bloaz evit meur a roll bihan-tre.

Mont e darempred gant al leurenner :
c’hoariva
pe pellgomzit da C’hoariva : 06 38 78 35 15

Teaser Galnys