Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Tro dro d’ar Festival Teatr Brezhonek

Tro dro d’ar Festival Teatr Brezhonek

Meurzh 4 a viz Here 2016

14 pezh-c’hoari disheñvel a vo kinniget etre an 13/10 hag an 13/11 evit ar 5vet Festival Teatr Brezhonek. Met darvoudoù all liammet gant ar c’hoariva a vo ivez :

13/10 - 7e30 - Digoradur ar Festival e c’hoariva Max Jacob e Kemper (kevelerezh : C’hoariva, Ti Ar Vro Kemper ha Théâtre Max Jacob). Goude banne al lid digeriñ e c’hellor gwelout ar pezh-c’hoari Distro gant ar Gompagnunezh Madarjeu.

Dizoloiñ krouidigezhioù war ar stern
Dizoloiñ daou zanvez pezh-c’hoari a vo kinniget d’an arvestourien,

  • Unan amatour : Galnys (gant Tro-Didro) d’an 21/10
  • Unan a vicher : La Caminata (gant La Obra) d’ar 27/10

Un digarez e vo evit an arvestourien da eskemm gant al leurennerien, ar gomedianed ha komprenn gwelloc’h al labour krouiñ pezhioù hag ar pezh a c’hoarvez a-dreñv al leurenn.

D’an 21 betek an 23/10 : Un dibenn sizhun gouestlet d’ar c’hoariva amatour

C’hoariva e Gouel Levrioù Karaez 29-30/10
Peogwir ar c’hoariva a vez skrivet ivez…
Lakaet e vo war wel an oberourien iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg evit stagañ ouzh tem Gouel Levrioù 2016 hag a vo Bro Iwerzhon. Ur stand gouestlet d’ar c’hoariva a vo dalc’het ganeomp.

13/11 - 5e30 noz Klozadur ar Festival e Ti an Dud e Douarnenez goude bezañ gwelet Kontadennoù Kanterbury, pezh nevez Madarjeu (kevelerezh : c’hoariva, hag Emglev Bro Douarnenez) e evimp ur bannig evit lidañ diwezh ur miz c’hoariva fonnus.