Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ur raktañva eus ar Festival Teatr Brezhonek kentañ

Ur raktañva eus ar Festival Teatr Brezhonek kentañ

Gwener 9 a viz Gwengolo 2016

Lakit en ho teiziataer mareoù talvoudus ar Festival :

  • 13/10 - Digoradur - "Distro" gant strollad Mad ar Jeu - Teatr Max Jakob - Kemper (kevelerezh gant Ti ar Vro Kemper)
  • 13-21/10 ha 03-10/11 - Troiad pezhioù er skolioù
  • 21-23/10 - Dibenn sizhun ar strolladoù amatour - E meur a lec’h (kevelerezh Ti ar C’hoariva, Oaled Landelo…)
  • 22/10 - Abadenn gentañ "Ma vefen c’hwi" gant Teatr Penn-ar-Bed - Ti ar C’hoariva - Brest
  • 27/10 - Dizoloiñ ul labour krouiñ war ar stern "La Caminata" gant La Obra - Ar Sterenn - Tregon (kevelerezh gant sal ar Sterenn)
  • 29-30/10 - C’hoariva e saloñs al levrioù - Lakaet e vo war wel ar c’hoariva iwerzhonat troet e brezhoneg - Tachenn Glenmor - Karaez (kevelerezh Festival al levrioù e Breizh hag an tiez embann).
  • 03-04/11 - Abadenn gentañ e Breizh (goude un droiad e Bro Gembre) "Merc’h an eog" gant Teatr Piba (kevelerezh sal an Artemuz) - Brieg
  • 11-12/11 Staj C’hoariva
  • 13/11 - Klozadur - Abadenn gentañ "Kontadennoù Kanterbury" gant strollad Mad ar Jeu - Ti an Dud - Douarnenez (kevelerezh Emglev Bro Douarnenez)