Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ur staj c’hoariva e KEAV

Ur staj c’hoariva e KEAV

Merc’her 26 a viz Mezheven 2019

Kinnig ar staj c’hoariva KEAV 2019
Stal c’hoariva

  • Ar furlukin
    Ar furlukin a sikouro pep hini da c’hoari da vat ar pezh a zo don en e galon, da vezañ dres d’an ampoent evit santout ar fromoù, da vezañ war evezh e pep mare ha da vezañ kad da c’hoari war ar prim. Pleustradegoù a vo diazezet war an alan, ar selàou hag ar selloù.
  • Ar c’horf hag ar vouez
    Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre pleustradegoù Qi Gong evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni. Peurachuet e vo al labour gant ar c’horf a drugarez d’an dañs a sikouro ac’hanomp evit kaout skiant eus an egor tro-dro deomp hag eus korfoù an dud a vo a-gevred ganeomp-ni war al leurenn.
    Pouezus-kenañ eo alaniñ mat. A drugarez d’an alan e c’heller implijout mat ar vouez hag ar c’horf.
  • Ar skritur
    Pep hini a c’hallo lavaret ar pezh a zo don en e galon. Al labour gant ar c’horf, gant ar vouez a vo un digarez da bep hini da ijinañ ha da skrivañ istorioù berr.

Ul labour a-stroll eo ar c’hoariva : ober anaoudegezh gant ar re all, kemer plijadur, ha kaout doujañs dreist pep tra. Ret a vo dont bemdez ha chom betek Gwener noz evit an abadenn.