9 a viz C’hwevrer
An arvest-mañ a zo etre arz ar c’hontañ hag ar c’hoariva. ’N eus ket da vezañ souezhet, kontour eo Lukaz Nedeleg. Awenet e oa bet Lukaz gant istor Yann-Vari ar Brizh, ur paotr eus Bro Gerne, unan eus ar re gentañ en deus nijet en aer gant ur mekanik. Evit kontañ e istor e vez ambrouget Lukaz gant Youenn Bodros soner boest an diaoul.
Kit da welout ar filmig eta !
Siwazh deomp, an arvest a oa…
9 a viz C’hwevrer
Krouiñ ur raktres c’hoariva er skol a chom posubl da ober. Meur a gomedian eus strolladoù rouedad C’hoariva a c’hell mont er skolioù evit krouiñ ha/pe ambrougañ ur raktres savet e-pad an amzer skol. Ul lodenn eus priz an eur a c’hell bezañ kemeret e karg gant ar stignad Skol c’hoariva eus Rannvro Breizh.
Ha tu zo ivez pediñ ur strollad da zont da c’hoari un abadennig er skol evel da skouer ar strollad…
9 a viz C’hwevrer
Un teulfilm brav ken ken, nevez skignet war France3 evit kompren ar perak hag ar penaos eus krouidigezh an arvest Donvor gant Teatr Piba :
Me ’zo ganet e-kreiz ar mor E kenkas n’ho pefe bet tro da selaou an abadennoù faltazi radiofonel eus Teatr Piba setu un nebeut liammoù evit en ober (lakaat un tokarn !) : Ar Maezioù Teir oberenn ar peñse Paotr e valizenn Maen BrestSkeulioù er c’houmoul Emgav…
8 a viz C’hwevrer
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù-all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.
Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel raktresoù c’hoariva…
7 a viz C’hwevrer
STAJ : OBER GANT AR SKRIVAÑLEURENN
PEDAGOGIEZH AR C’HOARIVA
PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit kenderc’hel gant ar stummañ "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj.
Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e…
14 a viz Genver
Unan eus kasourez skolaj Diwan, heuliet ganti stajoù Bernard Grosjean (c’hoariva-deskadurel), he deus goulennet da renerezh ar skolaj prenañ ul leurenn a-dreñv. Aes eo da staliañ ha distaliañ setu splet ar stignad. Pleustrek tre pa vanker plas hag ur sal goustlet d’ar seurt pratikoù.
Ur stropad diabarzhidi a ra c’hoariva ur wech ar sizhun abaoe penn kentañ ar bloavezh skol . Hervezo eo kalz plijusoc’h…
13 a viz Genver
War intrudu C’hoariva en deus lakaet e plas Rannvro Breizh e 2017 ur skoazell arc’hant evit ar strolladoù amatour.
Ur strollad a c’hell bezhañ sikouret betek 3 000€ evit ur raktres (ha betek 80% eus an dispignoù dilennadus).
Ar gevredigezh C’hoariva a c’hell reiñ titouroù, kuzulioù deoc’h ha ho harpañ evit sevel un doser goulenn yalc’had.
An holl ditouroù war lec’hienn Ranvro Breizh.
Gouzout muioc’h :…
11 a viz Genver
M’ho peus c’hoant gouzout hiroc’h, war an darempredoù etre ar c’hoariva amatour hag ar c’hoariva a vicher, war un tamm eus istor eus ar c’hoariva amatour e Breizh : Amañ eo.
Muioc’h a ditouroù : Maison du Théâtre Amateur en Ille-et-Vilaine
10 a viz Du 2020
Armelle Boulle en deus kemennet e penn kentañ ar miz ne vo ket gwelet ken strollad C’hoarivari war leurennoù ar vro. Siwazh deomp ! Ar strollad a youl vat nemetañ hag a c’hoarie e gwenedeg… Ur c’holl eo sur eo ha n’eo ket marteze evit lieseurted ar yezhoù hag evit ar c’hoariva e brezhoneg.
Hag Armelle da zisplegañ ez eus nebeutoc’h nebeutañ a aktourien, nebeutoc’h nebeutañ a arvestourien ha diaesoc’h…
10 a viz Du 2020
Ur staj aozet gant kevelerezh Ti ar C’hoariva e Brest hag a zigemero ar stajidi hag ar stummer Bernard Grosjean.
D’an 23 ha 24 a viz Genver 2021.
An enskrivadurioù a zo digor :
Skrivit deomp pe bellgomzit : 06 38 78 35 15.
Spi hon eus e vo gwelloc’h stadad yec’hedel evit ma vefe dalc’het ar staj !
9 a viz Du 2020
E Brest e oa etre an 20 hag an 22 a viz Here.
Ar staj a oa buhezet gant Bernard Grosjean evit ergerzhout ar pezhigoù-c’hoari, gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. An tem dibabet evit labourat e oa ar marv… ur c’houlz vat pa emeur o tostaat eus gouel an Anaon !
Bamet omp bewech gant al labour kaset da benn gant ar stajidi hag a ziskouez deomp pegen pinvidik e c’hell bezañ an disoc’hoù pa vez…
9 a viz Du 2020
Ar strollad eus Plougerne a zo o klask ur plac’h pe ur paotr yaouank (16-25 bloaz) evit ur servij keodedel 8 miz hag a grogo e miz Genver/C’hwevrer.
Ma emaoc’h dedennet kit buan e darempred gant ar strollad.
9 a viz Du 2020
Diwar an danevell-mañ "Gouel ar c’hlas termen" bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh (2019) eo bet savet ar pezh-c’hoari-mañ.
Da vezañ displeget gant liseidi pe studierien.
An istor : Boas eo liseidi klas terment lise Ploueven da aozañ ur gouel, digarez dezho d’en em gavout a-raok ar vachelouriezh ha da dremen ur pennad-amzer plijus. Dibabet e oa bet al lec’h dirak ar mor, prientet pep tra a-zoare,…
6 a viz Here 2020
D’an 20/10 betek an 22/10/2020
TI AR C’HOARIVA - BREST
PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit stummañ d’ar "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj. Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e brezhoneg pe e…