1añ a viz Du 2017
Ur staj evit labourat war diazezoù ar c’hoariva.
Ar staj a vo kaset gant Bláithín Conneely-Allain ur gomedianez a orin eus Bro Iwerzhon ha desket brezhoneg ganti.
Kemeret e vo harp war ar pezh-c’hoari "The Playboy of the Western World" gant John Millington SYNGE ha lakaet e brezhoneg gant Remi Derrien eus strollad Teatr Penn ar Bed ("Lapous den Penn ar Bed" e 1977) ha gant Strollad Kallag…
25 a viz Here 2017
Keodedourelezh, liammoù etre an dud, liesyezhegezh, korfeztaol… setu un nebeut temoù hag a ro lusk da strollad Fiziañs.
Ur pezh-c’hoari war dem al liesyezhegezh zo war ar stern ganto. Gallout a rafemp o gwelout e kreiz ar bloaz da zont war leunrennoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh marteze.
Evit gouzout pelloc’h war ar strollad sed amañ dindan o c’hinnig :
"Fiziañs" zo ur gevredigezh c’hoariva nevez…
1añ a viz Here 2017
C’hoariva a ginnig deoc’h ur staj evit labourat war oberenn "The Playboy of the Western World" gant John Millington SYNGE ha lakaet e brezhoneg gant Remi Derrien eus strollad Teatr Penn ar Bed ("Lapous den Penn ar Bed" e 1977) ha gant Strollad Kallag ("Lubaner Kreiz Breizh" e 2000).
Ar staj a vo kaset gant Bláithín Conneely-Allain ur gomedianez a orin eus Bro Iwerzhon ha desket brezhoneg ganti.…
24 a viz Gwengolo 2017
Goude bezañ graet war dro ar strollad Elektrake hor boa gwelet war al leurennoù un nebeut bloavezhioù zo, Katell Leon he deus krouet adarre ur strollad c’hoariva tud yaouank war c’houlenn kerent bugale zo.
Titouroù : pajenn Facebook ar strollad
23 a viz Gwengolo 2017
La Obra
Kakao, un arvest nevez evit ar yaouankiz gant strollad La Obra diwar-benn… ar c’hakao evel just. Beajet e vo e Su Bro Meksik, bro ar vayaed evit (ad)dizoloiñ istor ar c’hakao. Pebezh hent etre tramor ha bolenn chokolad ar mintin ! Da welout e miz Meurzh.
Breizh Glas, ul labour kaset gant 7 klasad eus Penn-ar-Bed (e o-zouez 3 raktres e brezhoneg) diwar-benn ar mor ha gwareziñ an aod.…
22 a viz Gwengolo 2017
Kelennerien, kerent skolidi skol vamm, kentañ derez ha skolaj,
Ar raktresoù c’hoariva e-pad an amzer skol a c’hell bezañ sikouret gant ar "Stignad Skol c’hoariva", ur yalc’had rannvroel an hini eo.
Ma blijfe deoc’h sevel ur pezh-c’hoari gant ar skolidi e-kerzh ar bloavezh skol e c’helloc’h goulenn bezañ harpet gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eur graet gant komedianed a vo kemeret e karg…
21 a viz Gwengolo 2017
Stalioù c’hoariva evit mont war-raok ivez gant ar brezhoneg
Dispar eo ar c’hoariva evit mont war-raok gant ar brezhoneg ha bezañ en e/he v/bleud gant ar yezh.
Stalioù a vez kinniget gant : SKED e Brest d’al Lun noz KLT e Montroulez (da gadarnaat) Ar Vro Bagan e Plougerne d’ar Merc’her noz (6e30-8e) adalek miz Here Ur stal c’hoariva evit ar re yaouank e Kemperle Ur stal c’hoariva evit ar re yaouank…
12 a viz Gwengolo 2017
An holl ditouroù ret er pezh stag.
9 a viz Gwengolo 2017
Pegoulz ? : Adalek miz Du / 8 miz evit 35 eurvezh bep sizhun
Pelec’h ? : E Plougerne
Piv ? : Unan a zo etre 16 ha 25 bloaz. Unan a gomz brezhoneg pe a zo dedennet gant ar brezhoneg.
Kefridioù : Kemer perzh evit krouiñ pezhioù-c’hoari nevez asambles gant tud ar strollad c’hoariva (kinkladur, skrid, pleustradegoù, dilhad, gouloù, son…). Heuliañ raktresoù c’hoariva a vez kaset da benn e-barzh ar…
9 a viz Eost 2017
M’ho peus c’hoant bezañ sikouret evit ur raktres c’hoariva resis, kasit ho doser da Rannvro Breizh a-raok ar 15/07.
Ma emaoc’h dedennet e c’helloc’h kaout muioc’h a ditouroù ganeomp :
dre vail
dre bellgomz : 06 38 78 35 15
3 a viz Eost 2017
Aet eo Aziliz Bourgès da gejañ gant komedianed zo hag a c’hoari e brezhoneg evit sevel ur filmig war an dud a ra c’hoariva a youl vat pe a vicher. Sevennet eo bet an teulfilm a-ratozh kaer evit an abadenn "Bali Breizh" skignet d’ar Sadorn 03/06/2017 war France 3.
Sellout ouzh Komedian Bemdez
5 a viz Gouere 2017
Strollad La Obra a ginnig 3 eskemm etrevroadel e-kerzh an hañv.
Etre an 3 hag ar 17 a viz Gouere (18-30 vloaz) / THÉÂTRE EN CAP : Aloubit ar straedoù !
Ugent den yaouank eus ar bed a-bezh (Alamagn, Aljeria, Spagn, Frañs, Polonia) a vo bodet evit krouiñ asambles un arvest gant skasoù ha margodennoù. O labour a vo diskouezet e diwezh an eskemm war marc’had Gwaien ha Pontekroaz. *4 plas.*
15 devezh.…
1añ a viz Gouere 2017
Setu programm ar staj hag a vo kaset da benn gant Ana-Soaz Bervet ha Gwenn Audic e Kastellin (d’an 09/07 - betek ar 15/07/2017).
Stal c’hoariva Ar c’horf hag ar vouezh
Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre boelladennoù Qi Gong evit mont e…
7 a viz Mezheven 2017
D’ar Yaou 1añ a viz Even skolidi tri skolaj a oa deuet da sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit c’hoari 4 pezh-c’hoari labouret ganto a-hed o bloavezh skol.
Un abadenn vihan a oa bet ar bloaz-mañ dre ziouer a berzhidi. Spi hon eus e vo muioc’h a strolladoù a-benn bloaz.
Ar pezhioù-c’hoari a oa a galite vat. Ar santimant en deus ar juriig savet bep bloaz e ya war wellaat al labour kaset da…
20 a viz Mae 2017
Evel bep bloaz abaoe 2008 e vez kinniget e fin ar bloavezh skol d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol dont da c’hoari war ul leurenn dirak o c’henseurted.
An darvoud a vez aozet gant C’hoariva hag ur bodadig barn a ro un ali war ar pezhioù-c’hoari kinniget.
M’ho peus c’hoant kemer perzh deuit e darempred gant C’hoariva evit lakaat ho…