Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Boest binvioù > Da welout ha da glevout... > Pezhioù-c’hoari da selaou

Pezhioù-c’hoari da selaou

Selaouit istorioù e brezhoneg : n’eo ket fall pa emaoc’h o keginañ pe o plegañ lien pe o vezañ trankilig er gêr staliet mat en ho kador-vrec’h muiañ karet...

  • Un nebeut pezhioù-c’hoari enrollet gant T.E.S. : An danserien-noz : Selaou ar pezh-c’hoari e gwenedeg gant ar strollad C’hoarivari deus Langidig e 2004. An tri skourr impinad : Selaou ar pezh-c’hoari gant strollad Teatr Penn-ar-Bed e 2004. Paotr e gaoter : Selaou ar pezh-c’hoari gant strollad Kallag e 2004 (kentoc’h doare Bro Dreger). Santez Trifina hag ar Roue Arzur : Selaou ar pezh-c’hoari gant strollad Ar Vro Bagan e 2004. Yannig e zaou wenneg : Selaou ar pezh-c’hoari gant lire suite
  • Distro - ur pezh-c’hoari evit ar skingomz

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Sed-amañ ur pezh-c’hoari savet evit ar radio. "Distro" zo bet troet diwar ur pezh-c’hoari gant an iwerzhonad Gerry Mac Donnell. C’hoariet eo gant Yann-Edern Jourdan ha Bob Simon. Skignet eo bet war radio an Aodoù d’ar 05 a viz C’hwevrer 2013 gant ar c’hazetener Kristian Braz.
  • Kamm ki pa gar gant strollad Plougin

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Kamm ki pa gar zo diwar Le Malade Imaginaire gant Molière. Ar pezh zo bet lakaet e brezhoneg yac’h hag aes gant Goulc’han Kervella ha leurennet gantañ. C’hoariet e oa bet e-kerzh Festival Teatr Brezhonek 2012 e Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez (29) hag enrollet gant Kristian Braz eus Radio an Aodoù. Lien vers le fichier audio.
  • Bouzar pe vut gant Strollad Landi

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Ur pezh-c’hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz ha c’hoariet gant strollad Landi evit Festival Teatr Brezhonek 2012 e Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez. Enrollet eo bet gant Kristian Braz eus Radio an Aodoù. Lien vers le fichier audio