Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Boest binvioù > Danvezioù ha lec’hiennoù evit mont pelloc’h

Danvezioù ha lec’hiennoù evit mont pelloc’h

Kavit amañ titouroù pleustrek tro dro d’ar c’hoariva ha liammoù davet lec’hiennoù dafar evit ar c’hoariva.

  • Kavout skoazell-Kreizennoù dafar

    Lun 27 a viz Genver 2014

    Ezhomm ho peus titouroù, sikour, salioù...
    Kevredigezhioù zo en departamantoù Breizh hag a c’hello reiñ an dorn deoc’h.
    Alies a-walc’h e vez aozet gant ar c’hevredigezhioù-se darvoudoù c’hoariva, festival, stajoù, hag all...

    29 - Penn-ar-Bed :

    La Maison du Théâtre - Ti ar C’hoariva :
    Ti ar C’hoariva zo staliet e Brest. Kinnig a ra Ti ar C’hoariva ur greizenn dafar evit dioriñ ar c’hoariva. Sevel a ra oberoù evit stummañ hag ambrougañ an amatourien liammet gant ur rouedad tud a vicher.
    Renabliñ a ra ar stajoù hag ar stalioù c’hoariva e Penn-Ar-Bed.
    Merañ a ra ar gevredigezh ur sal arvest : Ar Stella. Arvestoù amatourien hag a vicher a vez kinniget a-hed ar bloaz.

    La Maison du Théâtre
    12, rue Claude Goasdoué
    BP 62 524 – 29 225 Brest cedex 2
    Melestradur : 02 98 47 33 42
    Gwerzh bilhiji : 02 98 47 99 13
    Postel

    L’ADEC-FNCTA 29 :

    • Ar FNCTA : Fédération Nationale des Compagnies de Théâtre et d’Animation.
    • Pal ar FNCTA : broudañ, diorren hag ambrougañ an amatourien.
    • An ADEC : Art Dramatique Expression Culture

    L’ADEC-FNCTA 29 : kevread strolladoù amatourien e Penn-ar-Bed.
    Aozañ a ra stummadurioù hag ur Festival bep bloaz.
    ADEC-FNCTA 29
    Hôtel de Ville B.P. 258
    29837 CARHAIX-PLOUGUER Cedex
    Pgz : 02 98 93 93 51 pe 02 98 99 11 69

    Centre de Ressources ANETH Antenne de Carhaix
    3, Boulevard de la République
    29270 CARHAIX-PLOUGUER
    (ancien couvent des Ursulines, 2ème ét., salle 220)

    35 - Il-ha-Gwilen

    ADEC - Maison du Théâtre amateur
    45 rue Papu
    35000 RENNES
    Postel
    Pgz : 02 99 33 20 01

    Lec’hienn vroadel an FNCTA

    56 - Morbihan

    An ADEC 56 :
    Art Dramatique Expression Culture en Morbihan. Kevredigezh an deskadurezh pobl.
    Palioù ar gevredigezh : Liammañ, diorren, ambrougañ ha skignañ ar c’hoariva amatour war ar Morbihan.
    Bep bloaz e vez aozet gant ar gevredigezh ur Festival c’hoariva en nevez amzer.

    ADEC 56
    Maison des Associations

    Z.I La Rochette
    56120 Josselin
    Pgz : 02.97.73.96.15
    Postel

    44 - Liger-Atlantel

    Da vezañ klokaet.