Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Da welout ha da glevout... > Traoù da glevout > Pezhioù-c’hoari da selaou

Pezhioù-c’hoari da selaou

Selaouit istorioù e brezhoneg : n’eo ket fall ma emaoc’h o keginañ pe o plegañ lien pe o vezañ trankilig er gêr staliet mat en ho kador-vrec’h muiañ karet...

  • Distro - ur pezh-c’hoari evit ar skingomz

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Sed-amañ ur pezh-c’hoari savet evit ar radio. "Distro" zo bet troet diwar ur pezh-c’hoari gant an iwerzhonad Gerry Mac Donnell. C’hoariet eo gant Yann-Edern Jourdan ha Bob Simon. Skignet eo bet war radio an Aodoù d’ar 05 a viz C’hwevrer 2013 gant ar c’hazetener Kristian Braz.
  • Kamm ki pa gar gant strollad Plougin

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Kamm ki pa gar zo diwar Le Malade Imaginaire gant Molière. Ar pezh zo bet lakaet en ur brezhoneg yac’h hag aes gant Goulc’han Kervella ha leurennet gantañ. C’hoariet e oa bet e-kerzh Festival Teatr Brezhonek 2012 e Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez (29) hag enrollet gant Kristian Braz eus Radio an Aodoù. Lien vers le fichier audio.
  • Bouzar pe vut gant Strollad Landi

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Ur pezh-c’hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz ha c’hoariet gant strollad Landi evit Festival Teatr Brezhonek 2012 e Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez. Enrollet eo bet gant Kristian Braz eus Radio an Aodoù. Lien vers le fichier audio