Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Kêr an Douar-Bras

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Skrivet e gwerzennoù. N’eus ket a c’herioù luziet met a-wechoù frazennoù start da gompren pa vezont c’hoariet.
    Liv ar brezhoneg Gwened.

Listenn pezhioù ar rummad

Evezhiadennoù

  • Anv ar pezh : Kêr an Douar-Bras
  • Bloavezh : 1945
  • Padelezh : 20 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 2
  • 2 akt.
    • 4 divizoù. en akt 1
    • 3 divizoù. en akt 2
  • Tudennoù :

    Brec’hed
    Plac’h yaouank, 20 vloaz
    Gweltaz
    Paotr yaouank, 25 bloaz
    Tad Berc’hed
    60 vloaz
    Janed
    Plac’h yaouank kozh, 40 vloaz
  • Diverrañ :

    Start eo buhez an dud a chom war an enezenn pa vez aet kuit ar re all da gêr da heul galvadenn burzhudus an Douar-bras.

    Arvest I.
    Janed, kollet he fenn, a c’hortoz he muiañ-karet abaoe 20 vloaz. Berc’hed a resev ur lizher a-berzh un estren, o lâret dezhi dont gantañ e kêr an douar-bras. Mont a ra kuit.

    Arvest II.
    Dont a ra Gweltaz en ti. Glac’hared dre m’eo aet e zousig d’an douar-bras. Tangwall a vez gwelet eus kêr an douar-bras : emañ ar brezel du-hont, ha Gweltaz a chom e-unan war an enezenn.

  • Kinkladur :

    Ti ur pesketaer paour, en un enez a Vro Gwened.
    Un oaled gant bankoù, un nor a zigor war un devenn, ur fenestr.
    Un armel, un daol.

    Ur pakad lienaj gant Janed.
    Ur lizher. Ur skubellad.
    O wriat emañ Janed (eil arvest).

  • Gwiskamentoù :

    Berc’hed
    Dilhad mod Kiberen, war ar pemdez.
    Janed
    Dilhad paour. Mouched gwenn war he fenn
    Tad Berc’hed
    Dilhad pesketaer, ur rastell gantañ.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Dre an nor digor e weler an neñv leun a c’houloù spontus, un tangwall a vez gwelet a-bell.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Ali roet gant ar skrivagner : laoskañ didrouzoù hir a-walc’h etre an divizioù.
    Skrivet e Dakar, 1945

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 31. Bloavezh : 1952.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn