Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Sehor

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Sehor
  • Bloavezh : 1976
  • Padelezh : 25 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 1
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • 3 divizoù. en akt 1
  • Tudennoù :

    Laouig
    Channig
    Ostizez
    Jerom
    Kelenner e Pariz
    An aotrou Penanstêr
    Pisikulteur
    Tinig
    Krennard
  • Diverrañ :

    Komzoù labourerien douar a-ziwar ar sec’hor vras.

    Miz Eost 1976. E-pad ar sec’hor vras.
    Laouig ha Jerom o komz en davarn, gant Channig. Diaes eo bevañ gant ar sec’hor-se, ha n’eus diskoulm polikitel ebet.
    Dont a ra an aotrou Penanstêr. Hennezh ivez a c’houzañv gant ar sec’hor met arc’hant zo gantañ memes tra. Jeu a sav etre hag en em gannañ a reont.
    Tinig a za tre. An tan zo. N’emaint ket mui an dud oc’h en em gannañ met o labourat asambl evit mont a enep d’an tan.

  • Kinkladur :

    En un ostaleri, e Bro Gerne.

  • Gwiskamentoù :

    Laouig
    Dilhad labourer-douar gantañ.
    Jerom
    Dilhad brav.
    An aotrou Penanstêr
    Dilhad ur bourc’hiz
  • Titouroù ouzhpenn :

    Embannet : Peziou-c’hoari. Brud Nevez, Emgleo Breiz. 198(?)

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud Nevez. Bloavezh : 198(?).

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn