Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Me’m-eus gwelet eun THAON

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.
    Komzoù hir gant Fañch. Berr tre gant Marijan.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Me’m-eus gwelet eun THAON
  • Padelezh : 15 mn.
  • Niver a dudennoù : 2
  • Paotred : 1
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Marijan
    Fañch
  • Diverrañ :

    Fañch en deus gwelet un THAON !

    Gwall nec’het eo Fañch abaoe m’en doa gwelet un THAON (un OVNI). Hennezh zo o kontañ da Varijan pezh degouezhet gantañ. Met den ebet ne gred ul lonker deus ar seurt.

  • Kinkladur :

    War ar radio eo bet skignet met gellet a raer c’hoari ar pezh en un ti war ar maez.

  • Gwiskamentoù :

    Tud war ar maez int o-daou.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Embannet : Peziou-c’hoari. Brud Nevez, Emgleo Breiz. 198(?)

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud Nevez. Bloavezh : 198(?).

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn