Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

An distro

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh simpl hag eunn. Standard a-walc’h hag aes da gompren.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : An distro
  • Bloavezh : 1961
  • Padelezh : 40 mn.
  • Niver a dudennoù : 3
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 1
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • 9 divizoù. en akt 1
  • Tudennoù :

    Yann Goadou
    Prisonier brezel, 35 bloaz. Kleizennet e fas.
    Soaz ar C’havr
    Ostizez, 30 vloaz.
    Per Abgrall
    He fried, 40 vloaz. Tev ha lart
    Olga Favenneg
    Ar vatezh, 16 vloaz.
  • Diverrañ :

    Ur soudard prizonier o tont en-dro d’e vro e 1945. Kavout a ray en deus kollet e vignon, e vadoù hag e wreg.

    Mae 1945. Yann Goadou zo daet en-dro, war-lerc’h 5 blead er prizon. Daet eo da gavout e vignon Laou hag e wreg Soaz.
    Dont a ra Per en ostaleri : marv eo bet Laou abaoe tri blez. Goulenn a ra Yann un draig da zebriñ, ha chom a ra da gomz gant Olga, ar vatezh : cheñchet eo an traoù e korf ar pemp blead en doa tremenet pell deus ar vro.
    Soaz zo o tont tre, ha Yann da lâret dezhi piv eo, rak ar plac’h n’anavez ket ar paotr, ken kleizennet eo e fas. An daou a chom da gomz : Soaz a gare a paotr ha ne vehe ket aet da zimeziñ d’unan all ma n’he dehe ket klevet keloù e varv. Yann, kollet e spered gantañ e-pad ar bleadoù brezel n’en doa ket skrivet gwezh ebet d’e zousig. Dougerez e oa Soaz, met kollet eo bet ar babig a-raok bezañ ganet. Aet eo madoù Yann d’e « intañvez » ha bremañ d’he fried nevez... hag ur bugel he deus bet digantañ.
    Ar vaouez a chomo gant ha gwaz hag gant he merc’h, daoust d’ar garantez he doa bet evit Yann.

  • Kinkladur :

    Un ostaleri kostez Kastellin. Daou gontouer : unan evit ar boeson, an eil evit an ispisiri. Boutailhadoù, pakadoù rikore, soavon, bouestadoù...
    Un oaled. Peadra da fardañ boued.
    Div armel, ur veselier.

  • Gwiskamentoù :

    Yann Goadou
    Dilhad soudard uzet, ur penn-bazh gantañ. Kleizennoù en deus.

    Soaz ar c’havr

    Per Abgrall
    Gwisket kaer, stumm ur bourc’hiz
    Olga Favenneg
    Dilhad ur vatezh
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Mouezh ur bugel o ouelañ.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’ar 16 a viz C’hwevrer 1961.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 102. Bloavezh : 1964.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn