Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

An diskoulmer kudennoù pe ar psikolog

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : An diskoulmer kudennoù pe ar psikolog
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 3
  • Paotred : 1
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    An aotrou Lukas
    Medisin. Un den war an oad.
    Katell
    Sekretourez yaouank, koant.
    Mari Plouzenn
    Ur gliantez. Plac’h yaouank-kozh, 41 bloaz.
  • Diverrañ :

    Daet da welet ur psikolog, ur vaouez a cheñch he doareioù hag he dilhad gant kuzilioù ar sekretourez.

    Emañ an doktor gant e sekretourez. Mari Plouzenn a za tre, da welet an doktor evit ar wezh kentañ. Ar sekretourez a chom gante er sal, o skriv.
    Klañv eo ar plac’h yaouank-kozh gant ar c’hoant dimeziñ, met n’eo ket daet a-benn betek vremañ da gavout ur paotr a-feson. Honnezh zo daet da welet ar psikolog evit gouzout petra ober evit plijout d’ur paotr a-zoare hag e welo a-benn nebeud : ne faota ket dezhi c’hwitaat an taol-mañ !
    Krog eo an doktor da zisplegañ dezhi e tlehe bezañ gwisket en ur mod all, « sexy », ha dont a ra Katell da ziskouez da Vari penaos ober : tenniñ a ra he chupenn, he forpant...
    Tenniñ a ra he dilhad tamm ha tamm... kement a ken bihan ne sell ket an doktor doc’hti evel ma rehe da benn kentañ, hag hennezh da c’houlenn ganti dimeziñ o-daou.
    Aet eo an daou, dorn-ha-dorn, en ur ganañ. Katell a chom he-unan, karout a rae an doktor ivez, met benn ar fin n’he deus kollet nemet un den kalz koshoc’h eviti, gwell-ha-se...

  • Kinkladur :

    E burev ar psikolog emeur. Div daol, kadorioù. Paperioù evit skriv.

  • Gwiskamentoù :

    An aotroù lukas
    Lunedoù, saro wenn
    Katell
    Dilhad diouzh ar c’hiz
    Mari Plouzenn
    Gwisket farsus da benn kentañ.

    Dilhad Mari Plouzenn a dle bezañ tennet tamm ha tamm a-benn diskouez ur gwiskamant all, kalz muioc’h « sexy ».

  • Titouroù ouzhpenn :

    Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1982.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn