Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Gwenn ha du

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Gwenn ha du
  • Padelezh : 20 mn.
  • Niver a dudennoù : 3
  • Paotred : 1
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Herve Keineg
    Paotr yaouank-kozh, war-dro 40 vloaz. Labourer douar.
    Katarin
    E vamm. 65 vloaz.
    Julia Calaïde
    Plac’h yaouank, hanter-zu deus ar Gouadeloup. Hegarad.
  • Diverrañ :

    Deus ar Gouadeloup emañ danvez gwreg Herve. Ur plac’h deus ar vro a vehe bet gwell hervez e vamm. Met cheñch mennozhioù a raio.

    Emañ Herve o c’hortoz asamblez gant e vamm. Tuchant e arruo Julia, deus ar Gouadeloup. E choaj n’eo ket mat d’e vamm, hag en dehe kavet gwelloc’h m’en dehe kavet ur plac’h deus ar vro.
    Techet eo ar vamm da lâret traoù vil war ar plac’h en deus choajet he mab, rakvarvnioù e-leizh he c’homzoù.
    Dont a ra Julia. Brezhoneg iskis ganti, gant gerioù galleg. profoù a vez digaset ganti.
    Tamm ha tamm, dre forzh komz, e plijo ar plac’h yaouank d’ar vamm, cheñch he mennozhioù fall ganti.

  • Kinkladur :

    E sal vras un tiegez emeur. Arrebeuri ; netra resis met hag a ziskouez an argant memes tra : pellgomzer, kador-vrec’h, melezour...
    Gwerennoù.

  • Gwiskamentoù :

    Herve Keineg
    Dilhad sul gantañ. Un eurier
    Julia Calaïde
    Gwisket brav, dilhad diouzh ar c’hiz

    Ganti ur skerb, ur voutailhad roum, kafe.

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Sonerezh deus an Añtillez, ha sonerezh Breizh.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn