Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Planning an diaoul

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Planning an diaoul
  • Padelezh : 25 mn.
  • Niver a dudennoù : 2
  • Paotred : 1
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    An diaoul Pôl
    Lusi
    Sekretourez, yaouank ha koant.
  • Diverrañ :

    N’eus ket mui trawalc’h a blas en ifern : n’heller ket degemer razh an dud. Piv en do aotre da zont ?

    Ne ya ket mat an traoù gant an diaoul : a beb seurt kudennoù zo en ifern. Re a dud zo amañ ! Erru an eur kavet un diskoulm : ne vo ket mui degemeret en ifern bec’herien vihan met ar re spontusañ hepken a zay tre.
    An diaoul hag ar sekretourez a sav ul listenn deus an dud a hello dont.

  • Kinkladur :

    E burev an diaoul emeur : dre ur werenn e weler ur sklaerder ruz. Grafikoù ha kartennoù ouzh ar mogerioù.
    Div daol : taol an diaoul, leun a baberioù warni, ur pellgomzer, ha taol ar sekretourez : paperioù, mekanig da skriv.
    Un tamm askorn (evit skriv)

    Moged a sav a-wechoù.

  • Gwiskamentoù :

    An diaoul, Pôl
    An dioual eo : gwisket e ruz, kerniel, lost, treid forzhek... met doare ur PDG en deus ivez : lunedoù ha malizenn gantañ.
    Lusi
    Ur groc’henn leopard ganti.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Sonerez : « damnation de Faust » pe un dra all…

  • Titouroù ouzhpenn :

    Kentañ rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari I".

    Ar pezh-c’hoari "Planning an diaoul" savet get Per-Mari MEVEL ha Naig ROZMMOR ha c’hoariet get daou lisead a lise Jean Mace e Lann-ar-Stêr e mae 2011 war kaouenn.net : http://www.kaouenn.net/?q=fr/node/1224

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn