Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar c’habiten mezv

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Frazennoù prim hag eeun, startijenn.
    Liv brezhoneg Gwened.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar c’habiten mezv
  • Padelezh : 45 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 4
  • 4 akt.
    • 4 divizoù. en akt 1
    • 4 divizoù. en akt 2
    • 2 ziviz en akt 3
    • 4 ziviz en akt 4
  • Tudennoù :

    Evenou
    Ar c’habiten, 40 vloaz.
    Herve
    Ofisour, 30 vloaz.
    Riou
    Eil kabiten, 16 vloaz.
    Malou
    Martolod, 22 vloaz.
  • Diverrañ :

    Stad fall kabiten ul lestr-koñvers o c’hortoz lizhiri e wreg laeret gant e eil kabiten.

    Arvest 1.
    War ul lestr-koñvers. Sonjuz eo ar c’habiten o soñjal en e wreg a-hed an deiz. Jeu a sav etrezañ hag an eil kabiten : Riou a yay kuit pa vint erru e Dunkerk hag Herve a gemero e blas.

    Arvest 2.
    Emañ al lestr er porzh. Fellout a ra d’ar c’habiten mont kuit an abretañ ar gwellañ. Skrivañ a ra ul lizher d’e wreg : nec’het bras eo dre ma ne resev netra a-berzh dezhi. Krog eo da evañ.

    Arvest 3.
    Mezv eo ar c’habiten, hag emañ ar vag o vont da skoiñ war an traezh.

    Arvest 4.
    Emañ ar ramoker o sikour al lestr. Ur pakad a vez roet d’ar c’habiten : lizhiri a-berzh d’e wreg : laeret e oant bet gant Riou.

  • Kinkladur :

    War ur vag emeur, e kambr ar c’habiten : ur burev, ur gartenn, peadra d’evañ kafe.
    Dre an nor e weler pont ar vag.

    Skeudenn ur plac’h yaouank.
    C’hwitellerez, uhelgomzer.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad ofiser ha martolod al listri-koñvers

  • Sonerezh ha trouzioù :

    War ar mor emeur : gellet a raer ijiniñ a beb seurt trouzioù.
    Trouz ar c’heflusker.
    An akordeoñs o seniñ.

  • Titouroù ouzhpenn :

    War vor emeur

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al liamm. no 14. Bloavezh : 1949.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn