Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

An toull-kuz

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : An toull-kuz
  • Padelezh : 20 mn.
  • Niver a dudennoù : 2
  • Paotred : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Laou
    Ar bleiz
    Alanig
    Al louarn
  • Diverrañ :

    Aon ar brezel nukleel a lak lod d’ober aferioù mat.

    Laou zo war-dro e aferioù en e vurev pa za tre Alanig : un dañjer spontus zo : ar brezel nukleel. Alanig a fell dezhañ gwerzhañ da Laou un douarenn antiatomek : pep tra a vo e-barzh : boued, tele...
    Alanig en deus kinniget mat a afer ha ken nec’het eo Laou, e pren un douarenn digantañ (ker ruz !).
    Graet mat an taol gant al louarn e evont o-daou.

  • Kinkladur :

    E burev ar bleiz emeur. Ur burev bras ha warnañ : daou delefon, paperioù...
    Ur valizenn, levrioù e-barzh, hag a beb seurt paperioù.
    Peadra da evañ : boutailhad, gwerennoù.

  • Gwiskamentoù :

    Gwisket eo an daou evel ur bleiz hag ul louarn.
    Ur valizenn hag ur sac’h gant Alanig.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Trede rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari III".

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn