Ar veaj organizet

Bloavezh

  • 1981

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Brezhoneg pemdez standard
  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar veaj organizet
  • Padelezh : 20 mn.
  • Niver a dudennoù : 2
  • Paotred : 1
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Adrian
    Etre 60 ha 65. labourer douar war e leve.
    Soaz
    E wreg.
  • Diverrañ :

    Ur c’houplad oc’h aozañ e veaj. Leun e vo ar malizennoù gante.

    Soaz zo oc’h kargañ ar valizenn evit mont d’ar veaj dek devezh, e Bilbao. Sañset n’eo ket ret kas boued met aon he deus Saoz rak debriñ kalz-na-vern petra : karget eo ar valizenn leun a voued.
    Dilhad he deus prenet d’he gwaz, « diouzh ar c’hiz » met ne fell ket d’Adrian o kemer.
    Penn ar fin e pleg ar paotr war bep tra... hag eh omp kuit, karget m’emañ ar paotr gant ar sac’h hag an div valizenn...

  • Kinkladur :

    Ur sal-debriñ pe ur gambr, en ur barrez e Breiz. Arrebeuri zo, met n’eus netra kalz resis.
    Ur sac’h bras ha div valizenn ; hag a beb seurt traoù e-barzh : boued, kafe…

  • Gwiskamentoù :

    Gwisket eo an daou gant dilhad boutin.
    Dilhad all : ur short, roched liesliv… « diouzh ar c’hiz »

  • Titouroù ouzhpenn :

    Eilvet rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari II".

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.

Kartenn lec’hioù emañ al levr