Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar hao antiatomeg

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar hao antiatomeg
  • Padelezh : 20 mn.
  • Niver a dudennoù : 5
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 3
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Herri Dilasser
    Marc’hadour pinvidik-mor
    Jermen
    E wreg
    Yann-Ber Fusteg
    Saver tiez
    Nana Foustoul
    Mestrez Herri
    Ur sekretourez
  • Diverrañ :

    Penaos e vo savet ar c’hav antiatomeg evit Herri, e familh, e vestrez... he pegement e kousto ?

    Emañ Herri gant e aferioù, o pellgomz, o kontañ... Dont a ra Yann-Ber Fusteg da gas keloù dezhañ war sujed an ti emañ o sevel, ha kaoz zo deus ar c’hav antiatomek : displegañ a ra an architekt peseurt doare zo evit e sevel. Divizet eo bet sevel unan peder flas : e vugale, e wreg, ha eñ.
    Met diwar ar priz kentañ eh eus « opsionoù » evit pep tra, ha dont a ra an afer da vout luziet ha keroc’h-kerañ.
    Dont a ra e vaouez da luziañ an traoù muioc’h c’hoazh en ur c’houlenn traoù resis... ha da heul e vestrez o c’houlenn d’he zro, fulloret bras, ur plas e-barch ar c’hav antiatomek !
    E fin ar gont e tiviz Herri sevel ur c’hav bihan evit e vestrez e-unan, ha mont a ray d’he gwelet dre ur riboul kuzh. Pokañ a ran an eil d’egile pa za tre ar wreg : fulloret bras anezhi, hag Herri o redek war-lerc’h e vaouez hag a zo o vont kuit deus al leurenn en ur huchal.

  • Kinkladur :

    E burev Herri emeur. War ar burev bras, leun a draoù : daou bellgomzer, mekanik-koñta, paperachoù…

  • Gwiskamentoù :

    Gwisket eo Herri ha Yann-Ber
    Evel tud a aferioù-argant.
    Yann-Ber Fusteg
    Ur valetenn gantañ, e-barzh : katalogoù ha levrioù teknik, ul levr erotel.
    Nana Foustoull
    Ur vantell kroc’henn lapin, heuzoù lêr ruz… fardet spontus.
  • Titouroù ouzhpenn :

    Trede rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari III".

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn