Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Brud fall

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Brud fall
  • Padelezh : 25 mn.
  • Niver a dudennoù : 9
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 7
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Jakez
    7 kliantez hag ur paotr 9 bloaz anezhañ
    Gerard
    Den yaouank. Tenner-dent.
  • Diverrañ :

    Diwar netra e sav brud fall un tenner-dent gant klianted nec’het o c’hortoz o zro.

    Emañ an dud o c’hortoz o zro da dremen dirak an tenner-dent. Jakez zo gwall nec’het. D’an aotrou Skouarneg e oant kustum ha pas gant an hini yaouank. Ur pennad kazetenn a gont traoù spontus a-ziwar ur muntr zo bet graet gant un doktor bennak : pep hini d’e dro e lennont ar pennad-se.
    Nec’het bras, Soaz ha Nastazi a ya kuit en ur redek, an tenner-dent war-o-lerc’h.

  • Kinkladur :

    E sal-c’hortoz un tenner-dent. Kadorioù, un daol vihan gant kazetennoù warni.

  • Gwiskamentoù :

    Gerard
    Ur saro wenn.
    Klianted
    Dilhad boutin gante.
  • Titouroù ouzhpenn :

    Peziou-c’hoari. Brud Nevez, Emgleo Breiz.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Ti-Embann Emgleo Breiz Brud Nevez. Bloavezh : ?.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn