Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Krouidigez ar vaouez

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Krouidigez ar vaouez
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Doue
    Adam
    Eva
    Ar zarpant
    Ur plac’h yaouank
  • Diverrañ :

    Petra e hell Doue ijiñ evit diduiñ Adam ?

    Adam, e-unan e liorzh Eden a gav hir e amzer. Goulenn a ra gant an Aotrou Doue un dra nevez, kalz-na-vern peseurt tra evit e cheñch e soñjoù... Hag an Aotroe Doue da grouiñ Eva.
    Honnezh a ziskenn da welet Adam : nend a ket an traoù war an tu mat etreze... Kement ma ta an Aotrou da vout skuizh gante ha da c’houlenn gant ar zarpant kavet un abeg bennak evit o c’has kuit deus ar baradoz.
    Mont a ra-hi da welet Eva, ha da ginnig dezhi debriñ an aval, ar frouezh difennet.

  • Kinkladur :

    E liorzh Eden emeur. Ar wezenn avaloù.

  • Gwiskamentoù :

    Doue
    Barv hir hag ur sae lin
    Adam
    An nebeutañ a wiskamant
    Eva
    Ivez.
    Ar zarpant
    Porpant liv ganti.
  • Titouroù ouzhpenn :

    Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1983.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn