Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar yontr a zo maro

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh eeun ha sklaer. Startijenn zo.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar yontr a zo maro
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 4
  • Merc’hed : 3
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Yann
    Marijan
    Mon
    Erwan
    Naig
    Fañch
    Kerent an hini kozh o-c’hwec’h
    (An hini kozh)
    En e wele
  • Diverrañ :

    Bremañ m’emañ marv an hini kozh emañ e gerent o klask an arc’hant en ti. Pelec’h eo bet kuzhet ? Penaos rannañ ?

    Pemp den zo war-dro gwele an eontr, war-nes da vervel. Pinvidik e oa an hini kozh : pelec’h eo bet kuzhet e arc’hant gantañ ? Emaint o c’hortoz un paotr all deus ar familh, Fañch, hag a zo daet pinvidik hiniv.
    Kavet eo an teñzor gant unan : ur bochad arc’hant da zispartiñ etre 5... pe 6 gant Fañch ? Ne fell ket dezhe rannañ gantañ, ken pinvidik m’emañ dija.
    Fañch a arru, o komz galleg.
    Kaoz a zo deus an interamant, ha kuzhet eo da Fañch eo bet kavet an teñzor, ar pemp all a ranno an arc’hant etreze hepken.

  • Kinkladur :

    E kambr an eontr emeur. Ur gwele. Un daol ha kadorioù. Ur chiminal.
    Malizennoù gant Fañch.

  • Gwiskamentoù :

    N’eus ket titouroù resis met e heller ijiniñ an dud gant dilhad pemdeziek ar bleadoù 60/70. Ha Fañch gwisket dilhad kêr gantañ.

  • Titouroù ouzhpenn :

    N’eus nemet ur frazenn da vout distaget gant an hini kozh e fin ar pezh.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud. no 17. Bloavezh : 1964.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn