Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

O gopr o deus bet

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh pinvidik. Frazennoù hir a-wechoù. Standard a-walc’h.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : O gopr o deus bet
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 5
  • Paotred : 4
  • Merc’hed : 1
  • Bugale : 3
  • 12 akt.
  • Tudennoù :

    Yann
    Brogarour euzkarat, 40 vloaz.
    Tereza
    E wreg, 35 bloaz.
    Perig
    O mab, bloaz hanter.
    Visant
    O mab, 7 vloaz.
    Fañch
    O mab, 9 bloaz.
    Paol
    O mab, pemzek vloaz.
    Jakez
    Mignon da Yann
    Rener ur labouradeg
    Rener ar strollad « Nerzh ha Koroll »
  • Diverrañ :

    Buhez ur brogarour o klask labour e bro Euskadi. Start e vo an traoù dezhañ.

    1953. E bro Euskadi.
    Berr an arc’hant e familh Yann ha Tereza, ha klañv ar bugel. Ret eo d’an tad kavout ur micher. Ne vo ket aes dezhañ dre m’eo bet barnet war-lerc’h ar brezel, ha dre m’en doa stourmet a-enep ar gouarnamant gant strolladoù an tu kleiz.
    Dre ur mignon dezhañ e vo klasket kaout labour : mont a ra da welet ar rener hag a ginnig dezhañ labour a-benn un nebeud miziadoù met ret eo da Yann kaout arc’hant diouzhtu. Dont a ra d’ar gêr en-dro.
    Dont a ra Jakez, da ginnig ur labour all da Yann, gant ar strollad « nerzh ha koroll ». Mont a ra ar paotr d’an emgav gant ar rener.
    Yann a zo dipitet gant ar pezh a ginnig ar rener dezhañ : kollet gant ar strollad an nerzh evit difenn e vro, d’e soñj.
    Benn ar fin ne gavo labour ebet, nag en un tu, nag en tu all, hag e varvo ar bugel klañv.

  • Kinkladur :

    Arvest 1 ha 4... betek ar fin
    Sal vras un ti. Ur fornigell. Astelloù-levrioù, un daol skrivañ, kelaouennoù, paperioù a bep seurt.
    Un taok, kadorioù ha peadra da zebriñ.
    Arvest 2. Ur burev. Un daol skrivañ, armelioù metal.
    Arvest 3. Burev rener ar labouradeg. Un daol skrivañ hir
    Arvest 10. Burev rener ar vreuriezh. Un daol skrivañ, levrioù, paperioù. Kartenn ha banniel Euskadi.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad paour gant ar familh.
    Dilhad mezher du gant rener ar labouradeg.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Ar babig ur bloaz hanter : ur poupinell bennak, o krial.
    Skrivet d’an 13 a viz Mae 1959.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud Nevez. no 30. Bloavezh : 1959.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn