C’hoar soudard Kiberen

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : C’hoar soudard Kiberen
  • Bloavezh : 1964
  • Padelezh : 1e30
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 4
  • Merc’hed : 3
  • 4 akt.
    • 3 divizoù. en akt 1
    • 10 divizoù. en akt 2
    • 5 divizoù. en akt 3
    • 7 divizoù. en akt 4
  • Tudennoù :

    Kabiten Lacombe
    Rejimant war-droad ar C’halvados
    Serjant Laverne
    Korneli Gwehenno
    Breizhat, prizoniad.
    Aliz
    E c’hoar
    An Itron Gwehenno
    Mamm Korneli
    Enora
    He nizez
    Alan Rio
    Mevel kozh an Itron
  • Diverrañ :

    Ar c’hoar o vont da vervel e plas he breur bet prizoniad.

    Arvest 1.
    Korneli, un den kalonek, zo prizoniet gant ar re C’hlas e Kiberen. Lazhet e vo. Goulenn a ra gant ar c’habiten mont da welet e familh e-raok mont da vervel. Fiziañs en deus ar c’habiten ennañ hag e vez roet e aotre gant ma vo daet en-dro benn-arc’hoazh mintin.

    Arvest 2.
    Emañ Aliz, Enora hag mamm Korneli er maner. Dont a ra ar paotr. Glac’haret bras eo Aliz dre m’en deus kontet Alan dezhi emañ Korneli gant ar soñj mont kuit e-pad an noz. Debriñ a ra Korneli. Pa ya an dud da gousket, e chom Aliz er sal, o c’hortoz he breur a-benn difenn dezhoñ mont kuit e-pad an noz.

    Arvest 3.
    E-pad an noz. Savet eo Enora, ha komz a ra gant Aliz : honnezh he deus c’hoant da vont kuit, gwiket dilhad soudard he breur ganti, ha gant ar c’hoant bezañ fuzilhet en e blas. Enora a chom e-unan betek ma stok Alan ouzh an nor : poent bras eo da Gorneli mont evit arru d’an eur er prizon, hag Enora a chom o pediñ.

    Arvest 4.
    Pa arru Aliz d’ar prizon eo degemeret gant ar serjant, hennezh n’en deus ket komprenet ne oa ket Korneli, hag e ro urzh d’ur soudard mont gant ar prizoniad. Dont a ra ar c’habiten ha chom a ra da gomz gant ar serjant betek ma arru Korneli er c’hamp da zisplegiñ pezh zo degouezhet... met re ziwezhat : fuzilhet eo bet Aliz.
    Peogwir eo bet fuzilhet ur soudard anvet Gwehenno, e ro ar c’habiten frankiz da Gorneli, hag hennezh da vont gant e familh en-dro.

  • Kinkladur :

    Arvest 1 ha 4  : un ti, kostez an Alre. Un daol ha div gador.

    Arvest 2 ha 3 : sal-debriñ ur maner. E-pad an noz. Amzer fall. Un daol kadorioù, kadorioù-vrec’h.
    Peadra da zebriñ ha da evañ.

  • Gwiskamentoù :

    N’eus ket bet skrivet gant an oberour titouroù resis evit ar gwiskamantoù. Dilhad soudard zo ret kaout. Dilhad pemdeziek evit ar re all.

    Korneli
    Dilhad soudard gantañ.. (eil arvest gleb ha sec’h da c’houde)
    Aliz (arvest 3-4)
    Dilhad soudard he breur.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Tennadegoù fuzilh
    Ar c’hi o harzal.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’an 11 a viz Eost 1964

  • Ti-Embann :

    • Ti-Embann : Al Liamm. no 115. Bloavezh : 1966.

Kartenn lec’hioù emañ al levr