Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

An ostizez vouched

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Buhezek hag aes da gompren, troiennoù brezhoneg ha blaz ar galleg a-wechoù e-barzh frazennoù’zo.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : An ostizez vouched
  • Padelezh : 20 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Mimi
    An ostizez
    Jakez
    He fried
    Pier
    Labourer-douar
    Job
  • Diverrañ :

    Un taol-kaer c’hoariet gant daou baotr d’an ostizez o soñj dezhi uhelaat live he ostaleri.

    En ostalieri Mimi emeur. Emañ-hi o kempenn al lec’h hag o c’hortoz pratikoù a-feson daet da welet ar CNET : ar ministr, ijinourien... achu gant plouked a vourc’h a soñj dezhi.
    Daou baotr a za tre, labourerien-douar. Beb a vanne gante, hag un dro-gomz a reont gant Mimi : un taol-kaer a vo c’hoariet dezhi a-benn mont kuit hep paeañ.

  • Kinkladur :

    Un ostaleri : meur a daol, kadorioù. Un daol-gont, boutailhadoù ha gwerennoù. Bokedoù.

  • Gwiskamentoù :

    Mimi
    Kempennet mat he dilhad
    Pier ha Job
    Dilhad labour-douar gante
  • Titouroù ouzhpenn :

    Brud Nevez 1979, stagadenn d’an niverenn 21.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud Nevez. Bloavezh : 1979.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn