Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar buannan ar gwellan

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Buhezek hag aes da gompren, troiennoù brezhoneg ha blaz ar galleg a-wechoù e-barzh frazennoù’zo.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar buannan ar gwellan
  • Bloavezh : 1968
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 6
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 3
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Suzette
    War-dro 20 vloaz
    Mona
    He c’hoar, war-dro 20 vloaz ivez
    Gustav
    O zad
    Jozé
    O mamm
    Emile
    Artizan, 25 bloaz
    Philippe
    Kamarad Suzette, 25 vloaz
  • Diverrañ :

    Ur c’hoari-leurenn lec’h ma vez droukvesket an daou baotr hag an div c’hoar.

    Suzette he deus c’hoant da zimeziñ gant Philippe met hennezh ne gred ket dont da welet he zud. Emañ an div c’hoar o c’hortoz un artizan da gempenn ar mekanik-gwriat a zo torret, rak Suzette a yay d’ar bal benn-arc’hoazh ha ret eo d’he c’hoar achu he sae nevez.
    Mona a lâr d’he c’hoar he doa klevet o zad o lâret e vo dimezet Suzette an abretañ ar gwellañ. Mont a reont kuit an div blac’h, pres warne o soñjal e vo dimezet Suzette gant ur paotr padal ne gar nement Philippe.
    Gustav, o zad, a zispleg d’e vaouez en doa gouezet (gant tud ar vro) he doa Suzette ur mignon, met ne blij ket d’an tad gwelet ne ya ket an traoù war-raok : neuse en deus kaset ul lizher da Philippe, d’e bediñ da zont amañ a-benn lâret dezhañ dimeziñ hep gortoz d’e verc’h.
    Dont a ra Emile. Hennezh zo daet evit ar mekanik-gwriat met an tad a gred eo-eñ Philippe hag dezhañ da ziskleriañ an traoù... hag eh ont kuit an daou zen.
    Mona zo daet en-dro ha dont a ra Philippe en ti da gomz ganti : pedet eo bet amañ gant an tad met Mona a gred eo-eñ an artizan hag eh ont kuit d’ar solier da welet ar mekanik.
    Den ebet ne gompreno pezh zo o tegouezh e-pad ur prantad, ha benn ar fin en em glevo an dud hag e vo soñjet d’an eured…

  • Kinkladur :

    En un ti. N’eus ket titouroù resis roet gant ar skrivagnerez.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad pemdeziek gant an holl.
    Dilhad an artizan gant Emile.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’ar 5 a viz Here 1968.
    Brud nevez 1979. Stagadenn d’an niverenn 26.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud nevez. Bloavezh : 1979.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn