Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Re vraz pe re vihan

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Buhezek hag aes da gompren, troiennoù brezhoneg ha blaz ar galleg a-wechoù e-barzh frazennoù’zo.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Re vraz pe re vihan
  • Padelezh : 30 mn.
  • Niver a dudennoù : 5
  • Paotred : 3
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Margod
    Kemenerez
    Manu
    He gwaz
    Rata
    Karol
    E wreg.
    Ludo
    Ur paotr yaouank
  • Diverrañ :

    Ar jeu savet etre daou gouplad o komz.

    Manu zo o tont deus ar marc’had, dilhad hag un disglavier gantañ. Emaint o kontañ war-dro o labour : roched unan da ledanaat, bragoù egile da verraat... Manu en deus kollet rod e oto war an hent hag e ya d’he c’hlask.
    Dont a ra Rata ha Karol d’ober un dro-gomz ; pa za Manu en-dro e sav jeu etrezañ ha Rata a-ziwar traoù dister. Mont a ra kuit an daou baotr. Chom a ra an div vaouez da gomz ha prestig e sav jeu etreze ivez.
    Dont a ra Ludo en-dro gant an daou baotr ha peoc’h d’ar jeu.

  • Kinkladur :

    E ti Margod ha Manu emeur. Bez’ eus dilhad en ti, da vout kempennet.
    Peadra d’ober kafe, da dommañ laezh. Gwin, gwerennoù.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad pemdeziek gant an holl.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Brud Nevez 1979, stagadenn d’an niverenn 21.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud Nevez. Bloavezh : 1979.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn