Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Kazh ha logodenn

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh treger Jarl Priel, pinvidik, gant lusk.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Kazh ha logodenn
  • Padelezh : 2e00
  • Niver a dudennoù : 12
  • Paotred : 9
  • Merc’hed : 3
  • 3 akt.
  • Tudennoù :

    Karin Lindblad
    Gwreg an Doktor. Reut ha sonn (war-dro 50 vloaz)
    Doktor Olaf Lindblad
    Gwaz Karin. Un den kalonnek ha soñjus, 50 vloaz
    Major Gunther VonWullfen
    Un ofiser, un den kreñv. (war-dro 50 vloaz). Ur gleizenn war e jod.
    Kont Axel Oestremark
    Tad Karin. 70 vloaz d’an nebeutañ. Neuz ur goapaer.
    Ingmar Lalfoorson
    Mestr-kelenner, prederour. Un tamm koshoc’h evit 50 vloaz.
    Margit gozh
    Ar vatezh. 72 vloaz.
    Kabiten Gustav Bengt
    40 vloaz. Treut met sonn. Neuz ur paotr didruez
    Thorwald Bengt
    E vreur. War-dro 23 vloaz. Seder, fentus.
    Gunhild Fahlstedt
    Ar sekretourez yaouank. 19 vloaz.
    Kabiten Ernst Schellenberg
    Yaouank-flamm : 23~24 bloaz.
    Feldwebel Haase
    Soudard alaman, tev, lart ha displijus
    Ur soudard alaman
  • Diverrañ :

    E-pad an eil brezel-bed, ur vamm o werzhañ he c’hamaraded a-benn savetiñ he mab aet gant an alamaned.

    Akt I.
    E kommandantur Oslo, e-pad an eil brezel bed, 1942. Emañ ar c’habiten Ernst Schellenberg o komz gant ar sekretourez, Gunhild Fahlstedt. Ar Major Von Wullfen a za tre. An doktor Lindblad, prizoniad, zo aet d’ar gêr en-dro dre c’hourc’hemenn rener ar gestapo, gant ar c’hoant e vefe an doktor o tiwall ouzh e zaoulagad.
    Emañ an Itron Lindblad o c’hortoz evit komz ouzh ar Major... Ugent prizoniad e dle bezañ fuziet hiniv, met dre fazi e vank un anv war al listenn. Kavet vo, dre zegouezh, un anv all, e touez ar brizoniz, da vout skrivet : Erik Lindblad, mab an Itron Lindblad emañ o c’hortoz.
    An Itron Lindblad a oa ar plac’h en doa ar major ranket dimeziñ ganti, pezh n’eo ket bet posubl a-gaoz d’he zad, ar c’hont Oestremark. He mab Erik zo o vont gant ar brizoniz all er c’harr, hag e welet a ra dre ar prenestr. Gourc’hemennet eo an Itron da gomz, da werzhañ un penn-bras deus ar resistañs : « Magnus vras » evit savetiñ he bugel. Pezh e raio : roet e vo ganti anv gwir ar paotr ha chomlec’h e vestrez. Touiñ a ra ar Major ne vo ket lazhet Erik.

    Akt II.
    Ur miz goude, e ti an Doktor Lindblad. An Doktor, ar C’hont hag ar mestr-kelenn zo o komz. Brogarourien int. Penaos eo bet tapet Magnus Vras ? Gwerzhet eo bet, gant piv ? Karin ne lâr ger. Fenoz eh eus ur vodadeg kuzh, gant tud ar resistañs. Aet eo ar C’hont hag ar mestr-kelenner d’an emgav, hag an doktor da welet Heimschlag evit e zaoulagad.
    Ar Major Wullfen o tont. Goulenn a ra gant Karin lâret e-menn emañ ar vodadeg. Kas a ra dezhi ul lizher a-berzh d’he mab. Lâret e ra da venn eo aet an dud, lec’h resis an emgav kuzh. Mont a ra kuit Wullfen pa za Olaf en-dro d’ar gêr, ha eñ da c’houlenn gant e wreg piv eo en deus gwelet o vont kuit. Livañ a ra gevier, un anv faos e vo lâret ganti.
    Ar C’hont ha Larfoorson a za en-dro, berr an anal. Gwerzhet int bet. Gant piv ? Daet eo ar soudarded alaman kent ma krog ar vodadeg. Achapet int o-daou met ar re all zo bet tapet, ha gloazet eo bet tad Karin e-pad an taol.

    Akt III.
    Ur miz goude, en un ti-hañv war ar maez. Pemzek deiz zo eo bet ar soudarded war chouk ar vrogagourien, hag hiniv adarre... Un treitour a zo e-touez ar vrogarourien. Piv eo ? Karin ne lâr ger. Krog eo ar c’hont Oestremark da damall ouzh e vab-kaer, an Doktor Lindblad, a vez bemdez gant rener ar gestapo, o tiwall ouzh e zaoulagad. Ne chom nemet dezhañ en em zistruj gant ar pistoletenn zo gantañ...
    Met a-raok e c’houlenn gant e wreg piv eo an den anvet Gunther, he doa galvet en ur gousket... un den da zimeziñ gantañ ? Karin a lâr ar wirionez d’an holl. Dre he faot eo bet gwerzhet ar vrogagourien. Met bev eo Erik, doc’h pezh a gred ; diskouez a ra ul lizher deus e berzh. Olaf a sell outi met n’eo ket bet skrivet gant Erik, anat eo dezhañ. Marv eo ar paour-kaezh paotr da vat.
    Wullfen a za tre. Ar wirionez zo diskleriet, ha bremañ e vo lazhet ar Major. Emañ ar vrogagourien o ijiniñ an taol met e fin ar gont eo Karin an hini a lazhay ar Major.
    Ar soudarded alaman a arruo a-benn nebeud. Karin a chom he-unan tra m’emañ ar re all o vont kuit. Met he gwaz, dre garantez a chomo ganti.

  • Kinkladur :

    Akt I : Ar c’hommandantur.
    Div nor, ur prenestr.
    Ur burev ha warnañ : ur skriverez, paperachoù, ur pellgomzer.
    Ur gador, ur gador-vrec’h, ur skabell.
    Ur skeudenn eus Hitler, ardamez Alamagn. Skritelloù alamagn ouzh ar mogerioù.

    Akt II : Ti an doktor Lindblad.
    Sal kempennet kaer
    Ur prenestr (a weler drezañ : ur liorzh, gwez, bleunioù...), ur chiminal
    Un daol ha warni : ur pellgomzer, ur c’hleuzeur
    Ur gador-vrec’h vras, un daol vihan.
    War ar mogerioù : poltred ur paotr yaouank
    Kafe, butun : segalenn, korn-butun.

    Akt III : Un ti-hañv war ar maez. Ul leur a-us d’ul liorzh.
    Ur moger gant un nor da vont er sal.
    Ur bank maen stag ouzh ur vogerig,
    Ar mor a vez gwelet er pellder.
    Un daol vihan ha div gador-vrec’h. ur pellgomzer, ur pod-pri gant bleunioù.
    Kafe, sukr...

  • Gwiskamentoù :

    Gwiskamantoù alaman evit ar soudarded, ha fuzilhoù.
    Wullfen
    Gwiskamant un ofiser, manegoù
    Karin
    (akt I) Dilhad du, botoù hep las (o tont deus an toull-barr emañ).
    Karin
    (akt II & III) Ur sae du hag un davañjer seiz gwenn dantelezet.
    An doktor hag ar C’hont 
    Dilhad brav : porpant, jiletenn, bragoù mezher du

    Un tog, ur vantell-hañv hag un dro-c’houzoug seiz gwenn.

    Halfoorson
    Treuzwisket gant dilhad lous ha re verr evitañ
    An daou vreur Bengt
    Dilhad liverien, bragoù ha flotantenn, takennoù lijav warne. Ur gasketenn hag un tog plouz.
    Margrit
    Ur sae liv ludu
    Fahlstedt
    Ur sae du.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Trouzioù kirri, keflusker.
    Tud, mouezhioù : re soudarded alaman, re prizoniz, o huchal, o kanañ.
    Mouezh Erik o huchal d’e vamm

  • Titouroù ouzhpenn :

    Un bochad gerioù ha frazennoù en alamaneg e-barzh ar skird, da vout distaget ervat gant an aktourien.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 90. Bloavezh : 1962.
    Ti-Embann : Al Liamm. no 91. Bloavezh : 1962.
    Ti-Embann : Al Liamm. no 92. Bloavezh : 1962.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn