Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar vatezh vihan

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh treger Jarl Priel, pinvidik, gant lusk.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar vatezh vihan
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • 15 divizoù. en akt 1
  • Tudennoù :

    Fulub
    Mestr an ti, 48 bloaz. Intañv.
    Herri
    E vab, 20 vloaz.
    Ivona
    Mamm Fulub. 72 vloaz.
    Monig
    Ar vatezh vihan, plac’h yaouank ha koant.
  • Diverrañ :

    Piv a vo dimezet gant Monig ar vatezh kaer ? An tad pe ar mab ? treuzkomprenet eo bet an traoù etreze.

    Fulub zo intañv. Emañ o chom gant e vamm Ivona, e vab Herri, hag ar vatezh : Monig.
    Emañ Fulub o komz gant e vamm. C’hoant dimeziñ en deus Herri, ha Fulub ivez marteze, pezh a blijehe d’e vamm : gwelet ur vaouez, kreñv, akuit, d’ober en-dro an arc’hant. Met piv ? Dont a ra tre Herri, ur paotr yaouank lemm e spered war an divinadelloù, ha Monig, ar vatezh, ur plac’h deus ar c’haerañ, fluoretet bras.
    P’en em gav Fulub gant e vab, o-unan, e tibun an tad ar gudenn da Herri : ur wreg a faot kaout en ti-mañ : Monig e vehe ar plac’h a-feson da vout dimezet ganti. Herri a ya kuit, ha Fulub a ginnig an dra-se d’ar plac’h yaouank, koutant bras, en em blijout a ra-hi kalz en ti-mañ, hag emañ a-du evit dimeziñ... gant ar mab Herri a soñj dezhi, p’emañ an tad o soñjal dimeziñ ganti...
    Dont a ra Herri tre ha aet an tad da glask peadra da evañ. An daou zen yaouank a chom o unan, pep hini da ziskuilhañ e garantez kuzhet abaoe pell.
    Fulub daet en-dro : dimeziñ gant Monig a felle dezhañ, met doc’h pezh a wel etreze, n’o deus ket en em glevet mat an tad hag ar mab ! Sevel a ra kounnar etreze : da biv e vo ar vatezh vihan ?
    Herri n’eo ket evit chop hep dimeziñ ganti, met an tad, fulloret bras, ne roay gwenneg ebet d’e vab ! Ivona a za da sioulaat an traoù : d’an dud yaouank da zimeziñ, ha da Fulub da gavout e wreg, un deiz all...

  • Kinkladur :

    Gwelet a raer tud o vont hag o tont, dilhad sul gante.

    Sall vras un ti kempennet kaer, ti tud pinvindik.
    Ur prenestr (e-kerzh an hañv emeur). Un diri d’un tu.
    Un daol vras, ur bank a bep tu.
    Bank-tosel, horolaj, podoù, levrioù
    Moger : skeudennoù sent.
    Kreur leun a gerc’h hag a winiz evit ar yer.
    Dilhad war ur gador.

    Peadra da zebriñ ha da evañ : chistr, kig (pladad bras), bara…

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad sul gant tud o tremenn e-foñs al leurenn.
    Fulub
    Ur c’horn butun
    Monig
    Dañvanjer ar sul ha botoù ler, ha goude davañjer ar pemdeiz ha botoù koad.
    Dilhad ar pemdeiz gant an tri all
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Teir eur o seniñ.
    Ur c’hi, ur wenanenn tost d’ar prenestr.
    Trouz ar yer, ur c’hog o kanañ.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : SAV. no 29 . Bloavezh : 1943.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn