Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Paotr e varv ruz

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh treger Jarl Priel, pinvidik, gant lusk.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Paotr e varv ruz
  • Padelezh : 45 mn.
  • Niver a dudennoù : 14
  • Paotred : 10
  • Merc’hed : 4
  • Bugale : 1
  • Tudennoù :

    Ossip
    Un den, 30 vloaz
    Matriona
    Ur vaouez kozh.
    Daria
    He merc’h, ur plac’h koant.
    Volodia
    Mab Daria, 10 vlez
    Lebediev
    Soudard, 50 vlez pe ouzhpenn.
    Chabalin
    40 vloaz d’an nebeutañ
    Paotr e varv ruz
    Soudard
    Macha
    Ur vaouez lart a-walc’h
    Liza
    Un duardenn dreut
    Gricha
    Ur soudard all.
    Tri pe bevar soudard deus an tu gwenn
    Prizonidi : Gorchkov (un gwaz), Proutchenko (den yaouank)
  • Diverrañ :

    Kriz ar brezel e bro Russia e 1920. Paotr e varv ruz zo kollet e vab.

    E-pad ar brezel etre ar re Ruz hag ar re Wenn, E Russia, e 1920. Pevar zudenn (Ossip, Matriona, Daria ha Volodia) o komz a-ziwar ar brezel. Ret eo dezhe reiñ lojeiz da soudarded o tont : Paotr e varv ruz, mestr Ossip, gant Lebediev ha Chabalin. Brud en deus paotr e varv ruz er Vro...
    Debriñ hag evañ a ra ar soudarded, ha pep hini a ya da gontañ e istor, hag an traoù spontus en doa bevet. Didruez ha kriz int pe n’int ket ? Paotr e varv ruz en deus ur mab, met e-menn emañ-eñ bremañ ?
    Dont a ra Gricha gant div vaouez, ha tuchant e arru soudarded all, prizonidi gante. Aet eo Paotr e varv ruz ha Chabalin gant ar merc’hed hag e chom ar soudarder all gant ar brizonidi ; unan anezhe, Proutchenko zo o c’houlenn war-lerc’h e dad. Kriz eo ar soudarded e-keñver ar brizonidi ha Lebediev a ya er-maez gante justig a-raok ma tahe Paotr e varv ruz en-dro.
    Taolioù fuzilh a glever er-maez : lazhet eo ar bet ar prizoniad Proutchenko, mab Paotr e varv ruz.

  • Kinkladur :

    E kegin er vereuri emeur. E Russia. Un nor izel a-walc’h e don al leur-c’hoari. Ur prenestr, un daol, daou vank. Erc’h a ra (gwelet e vez dra ar prenestr, dra an nor pa vez digoret). En tu all, ur fornigell vras. Skeudenn ur Sant. Ur gleuzeurig dre eol.
    Traoù da gas war an daol : soubenn, bara. Gwin-ardant.

  • Gwiskamentoù :

    Ossip
    Mourroù hir dezhañ. Ur boned uhel e kreoñ-maout, ur porpant : kroc’henn dañvad kivijet, heuzoù fleutr du.
    Matriona ha Daria
    Ur sae varellet gwenn ha du, ur justin vezher teñval hep mañchoù, un hiviz lien kriz. Bevennoù lien.
    Peb soudard
    Peb a skourjez ler, ur boned uhel (evel hini Osspi), ur vantell hir, ur sabrenn, ur bistolenn.
    Lebediev
    krog e da vout moal, louet e vlev, mourroù, barv. Ur porpant kroc’hen dañvad. Bragoù berr da vont war varc’h, heuzoù feultr.
    Chabalin
    Dilhad soudard kozh gantañ.
    Paotr e varv ruz
    Un den kreñv da welout. Barv ruz dezhañ. Gwisket kaer : bragoù ler da vont war varc’h, flotantenn voulouz du, gouriz, heuzoù hir gant kentroù krouzus.
    Macha ha liza
    Dilhad tomm gante.
    Tri pe bevar soudard deus an tu gwenn
    Bep a fuzilh hag a sabrenn gante. Pistolennoù.
    Prizonidi
    Ne chom nemet o bragoù hag o roched gante.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Taolioù fusilh, tud o krial.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 19. Bloavezh : 1950.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn