Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Gwener ar groaz

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh treger Jarl Priel, pinvidik, gant lusk.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Gwener ar groaz
  • Padelezh : 45 mn.
  • Niver a dudennoù : 8
  • Paotred : 5
  • Merc’hed : 3
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Miriam
    Ur vaouez kozh ha gweñvet.
    Simon
    Barrabas
    Ar soudard roman
    Eleazar
    Zadok
    Ur c’hozhiad, blev, mourennoù ha brav gwenn-kann. Doare fall gantañ
    Rebekka
    Ur vaouez.
    Salome
    Ur vaouez all.
    Noemi
    Ur grenardenn vihan
  • Diverrañ :

    On, war-lerc’h marv Jezus. Sonjoù hag alioù disheñvel pep hini a-ziwar Jezus, e gomzoù, ha penaos kompren e zeskadurezh.

    Gwener ar groaz e Jeruzalem. Emañ Miriam o c’hortoz he gwaz, Simon, ar c’here. Hennezh a za tre, en ur stad fall ha nec’het : emañ o tont deus ar c’halvar lec’h m’eo bet krusifiet Jezus. Miriam zo aet kuit ha dont a ra Barrabas. Leun a glac’har hag a geuz emañ Simon o soñjal eo marv Jezus dre o faot dezhe, dre faot pep hini.
    Ur soudard roman a za tre, da gemer e c’houriz en-dro digant Simon. O komz o zri emaint e-pad ur pennadig : soudarded zo bet lakaet dirak bez Jezus a-benn d’e gorf chom hep bezañ laeret met Simon a gred e tay Jezus da vuhez en-dro evel m’en doa lâret : disheñvel e weler an traoù hervez ma veer diouzh tu ar romaned pe diouzh tu ar yuzhevien. Ar soudard a ya kuit.
    Eleazar a za tre : hennezh ha Simon zo o tisplegañ o soñjoù a-ziwar Jezus : Bremañ m’eo aet da varv, petra eo, ha petra eo bet o flas en e geñver ? A-benn tri devezh e tay en-dro da vuhez... Barrabas en deus mennozhioù disheñvel evit re Eleazar ha Simon.
    Zadok a za tre. Hennezh a zispleg soñjoù disheñvel c’hoazh war gont Jezus ha mont a ra kuit. Barrabas hag Eleazar a a kuit d’o zro : evel-se o deus komprenet gerioù Jezus, hag evel-se e klaskont mont war-raok gant e zeskadurezh.
    Simon zo e-unan bremañ, ha tuchantig e arru Miriam. Simon a laosk pep tra ganti e ya kuit d’e dro. Miriam a chom he-unan er stal.

  • Kinkladur :

    E ti Simon emeur. Ar pondalez sklerijennet gant an heol. Kaer an amzer. Ur ballenn-dor e don al leurenn da vont d’ar stal ha da gambroù all an ti. Un dek pazenn bennak da vont d’ar straed, un tamm uheloc’h. Ur peul maen d’an tu all, hag ur sichenn ledan a-walc’h evit azezañ warni. Ar c’houez o sec’hañ war ur gordenn. N’eus taol ebet, na bank, na kador.

    Peadra da evañ, da zebriñ.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad evel ma oa ar c’hustum da vare Jezus.
    Barrabas
    Ur gontell gantañ.
    Zadok
    Dilhad gwenn. Solennoù nevez
    Ar roman
    Dilhad soudard gantañ. Ur gouriz-kleze.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Son ar trompilh.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 25. Bloavezh : 1951.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn