Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar huzul digor

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar huzul digor
  • Padelezh : 1e30
  • Niver a dudennoù : 17
  • Paotred : 16
  • Merc’hed : 1
  • 5 akt.
  • Tudennoù :

    Ar Prezidant Menez
    Prezidant « Kuzul kulturel Breiz »
    An Aotrou Gwenndalh
    Prezidant ar Gomision gulturel
    An Aotrou Moravel
    Prezidant « Unvaniez Breiz-Izel »
    An Aotrou Gallèse
    Prezidant « Unvaniez Breiz-Uhel »
    An Aotrounez Gad, Senedour, Brieg, Nazer, Malo
    Kaourintin, Reze, Torteg
    Kuzulierien
    An Aotrou Arzell
    An Aotrou Telera
    An Aotrou Prefed-meur
    An Itron Kelhieg
    An Aotrou Minntomm
  • Diverrañ :

    Komzoù diboell ha farsus e-pad un emvod politikel.

    E-kerzh pemp arvest e klask an dud en em glevet war-dro goulennoù a Vreizh : ar brezhoneg, ar gallaoueg, an deskadurezh. Muioc’h a dabut zo a-ziwar traoù dister... Komzoù e-leizh gante, ne’z eont ket a-benn da dennañ un dra vat deus an emvod hag e achu an traoù en diurzh, penn-follet m’emañ an dud.

  • Kinkladur :

    En ur sal vras, un daol vras ha razh an dud en-dro dezhi. Chom a ra plasoù vak.
    Paperioù ha pakadoù paperioù...
    Tammoù kartoñs gant beb a anv war an daol.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad kêr gant an holl.

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Yezh buhezek, frazennoù berr, lusk ha startijenn.
    Troioù-lâr e-leizh.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Brud Nevez. no 30. Bloavezh : 1979.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn