Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Ar bern keuneud

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Yezh treger. Simpl hag eeun, aes da vout komprenet gant an dud.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Ar bern keuneud
  • Bloavezh : 1964
  • Padelezh : 25 mn.
  • Niver a dudennoù : 3
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Erwan
    aAn tad
    Herve
    Ar mab
    Vetig
    Ar plac’h yaouank
  • Diverrañ :

    A beb tu d’ar bern keuneud : daou zen enebour hag o bugale o vont da zimeziñ.

    Emañ Erwan o labourat, gant e vab Herve. Emaint o sevel ur bern keuneud. Ne fell ket d’an tad bezañ spiet gant an amezeien hag ar bern keuneud zo evel ur vogerenn.
    En ti all emañ Vetig, ur plac’h yaounak. Lâret a ra da Herve emañ he zad o vont da feurmiñ e di-feurm, hag ar plac’h da ginnig d’ar paotr dimeziñ asamblez. An tad ne vo ket a-du, ret e vo komz dezhañ, met Herve n’eo ket gwall galonek...
    Benn ar fin, ar jeu zo bet etre an daou familh dek vloaz’zo ne sell ket ouzh ar re yaouank : e akord e ro an tad hag an daou zen yaouank zo ken laouen da zimeziñ.

  • Kinkladur :

    En-dro d’un toullad fagodennoù keuneud.

  • Gwiskamentoù :

    Dilhad labour-douar gante.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’an 3 a viz C’hwevrer 1964
    Evit gwelout dornskrid niverelaet ar pezh-c’hoari :
    http://bibnum.univ-rennes2.fr/viewer/show/512#page/n3/mode/1up

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 388. Bloavezh : 2011.

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn