Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Diazlec’h ar pezhioù-c’hoari

Kevrin Kerbrug

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Resisadurioù war ar yezh :

    Un nebeud gerioù spagnolek gant Karmen hag an taol mouezh.
    Yezh pinvidik, standart a-walc’h, buhezek, aes da gompren.

Listenn pezhioù ar rummad

  • Anv ar pezh : Kevrin Kerbrug
  • Padelezh : 60 mn.
  • Niver a dudennoù : 10
  • Paotred : 5
  • Merc’hed : 5
  • 3 akt.
    • 5 divizoù. en akt 1
    • 5 divizoù. en akt 2
    • 14 divizoù. en akt 3
  • Tudennoù :

    Ar c’hont
    Ur skipard a zen, 60 vloaz
    Ar gontez
    E wreg, 50 vloaz
    Chann
    He c’hoar, koant, 45 bloaz
    Karmen
    Ur vaouez a vro Spagn, 45 bloaz
    Rozenn
    Nizez ar gontez, 20 vloaz
    Paol Bansel
    30 vloaz
    Mona
    Ar geginerez, 50 vloaz
    Ar c’homiser
    Daou archer
  • Diverrañ :

    Karmen a ginnig Paol da Rozenn, danvez he fried. Met ar wirionez zo bet kuzhet d’ar plac’h yaouank. Lazhet e vo Karmen : gant piv ? Perak ?

    Arvest 1.
    Karmen, ur vaouez a vro Spagn, hag ar gontez o doa en em glevet evit kinnig Paol Bansel da Rozenn, nizez yaouank ar gontez, evit dimeziñ. Emaint o c’hortoz ar paotr : Karmen a gont da Rozenn e yaouankiz. Honnezh n’en deus ket gwelet dañvez he fried c’hoazh. Dont a ra ar paotr.

    Arvest 2. Un sizhuniad goude.
    Emañ Paol ha Karmen o komz, hag ar paotr o c’houlenn dimeziñ ganti. Rozenn he deus klevet an dra-se ha komz a ra gant Paol : n’eus ket a fiziañs etreze.
    Rozenn ha Chann o komz o-div : komprenet o deus eh eus un dra n’eo ket sklaer gant Paol...
    Ar c’hont ha Karmen : graet e oa bet ar marc’had en doare ma yahe Paol da zimeziñ gant Rozenn met peogwir ne fell ket d’ar paotr hen ober met kentoc’h dimeziñ gant Karmen, e c’houlenn ar C’hont ganti mont kuit.

    Arvest 3. An enklask.
    Marv eo bet adkavet Karmen : lonket ganti louzoù-kousket. Daet ar c’homiser d’ober e enklask, ha da c’houlenn da bep hini tremen dirazañ. Tamm ha tamm e vo diskleriet a wirionez gantañ...

  • Kinkladur :

    Arvest 1 ha 2 : Emeur e-tal d’ar c’hastell kozh, e-tal Redon, war ur savenn-vein.
    Un daol, kadorioù ha kadorioù-vrec’h.
    Amzer vrav.

    Trede arvest
     : Sal al levrioù er c’hastell. Ur burev. Kadorioù, kadorioù-vrec’h.
    Ar voutailhad « Hepatrol »

    Kazetenn. Sigaretennoù, tan. Ul lizher.
    Ul labous kouezhet deus e neizh.
    Te da evañ.

  • Gwiskamentoù :

    An holl zo gant dilhad brav tud pinvindik
    Mona
    Dilhad ur geginerez pe ur vatezh ganti.
    Ar c’homiser
    Dilhad sivil gantañ.
    An archerien
    Dilhad polis gante
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Laboused o kanañ.
    Trouz keflusker ur c’harr o tont.

  • Ti-Embann :

    Ti-Embann : Al Liamm. no 117. Bloavezh : 1966.
    Ti-Embann : Al Liamm. no 118. Bloavezh : 1966.

Kartenn lec’hioù emañ al levr

Kavout a reoc’h er rubrikenn un niveradeg deus ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg pe lakaet e brezhoneg. Evit pep pezh-c’hoari e kavoc’h ivez titouroù war ar skrivagner (diouzh ma vez).

Ar renabl-mañ n’eo ket klok tamm ebet pell aleze. Bouetet e vo tamm ha tamm, diouzh an titouroù a vo dastumet hag hon amzer evit mont pelloc’h ganti.
Diazez an niveradeg-mañ zo bet savet diwar labour ur studier : Denez Dorso. Kinniget en deus ur c’houn-skrid master e fin 2012 e skol-veur Roazhon 2 : «Ar c’hoariva brezhonek : Renabl ar pezhioù-c’hoari skrivet en XXvet kantved. Ur sell war ar c’hoariva etre 1945-1980». Renablet en deus 408 pezh-c’hoari deus ar prantad-mañ ha 49 en o zouez a oa bet studiet gantañ en un doare pisoc’h. Se zo kaoz e kavoc’h berradennoù ha titouroù war an tudennoù evit ul lodenn vihan deus ar pezhioù-c’hoari.

M’ho peus anaoudegezh deus pezhioù-c’hoari zo (renablet pe get el lec’hienn) e c’hellfec’h reiñ an dorn deomp evit klokaat al labour-mañ hag e giz-se kemer perzh er c’hlaoustre-mañ hag a zo bodañ (en un doare niverel) ur glad hep priz ebet.
Mont e darempred.
Mersi bras deoc’h e a-raok.

Kas ur gemennadenn