Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Korn ar re yaouankañ > Stignad Skol C’hoariva

Stignad Skol C’hoariva

Yaou 28 a viz Du 2013

Pal obererezh “Skol C’hoariva” zo diorriñ ar c’hoariva e skolioù Breizh ha lakaat tud a vicher da zont er skolioù a-benn sikour ar yaouankiz hag o c’helennerien da sevel pezhioù-c’hoari.

Ar rannvro a sikour ar skolioù hag ar skolajoù evit an emelloù-se. Kemeret e vez e karg 35% deus sammad an emelloù gant ar rannvro. Da lavaret eo e vez paeet 17,50€ evit un eurvezh da 50€. Chom a ra d’ar skolioù da baeañ 32,50€.

Un digarez brav eo an teatr evit implij ar brezhoneg ha gwellat e yezh hag e bouez-mouezh.

M’oc’h dedennet evit ho klas, deuit e darempred gant ar gevredigezh C’hoariva hag e vo kaset deoc’h listenn an dud o deus un aotre evit mont e-barzh ar skolioù.

Ma oa bet sikouret ho klas gant ar Stignad C’hoariva, kasit deomp disoc’h ho labour (testennoù, fotoioù, filmoù...) e giz-se hor bo ur roud dioutañ.