Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Korn ar re yaouankañ > Devezh c’hoariva ar skolajidi

Devezh c’hoariva ar skolajidi

Bep bloaz abaoe 2008 a bep miz Even e vez aozet gant C’hoariva Devezh c’hoariva ar skolajidi. E-kerzh an devezh-se e bign skolidi skolajoù Breizh war ul leurenn evit diskouez d’o c’henseurted disoc’h o labour c’hoariva er skol.

  • Program an devezh. Ur pennad komz gant skolajidi Gwiseni hag o c’helenner Jakez Ar Borgn ouzh micro Erwan Blanchard deus Arvorig FM.
  • Program an devezh. Setu ur c’hinnig graet gant Erwan Blanchard deus Radio Arvorig FM an devezh-mañ evit keleier an deiz. C’hoari teatr da vat ’ba ur sal graet ’vit degemer strolladoù c’hoariva: setu an devezh aozet gant ar gevredigezh anvet C’hoariva. Bodet ’oa skolajidi deuet eus seizh skolaj eus Breizh-Izel a-hed an devezh hudu. Pep strollad ’neus kinniget ar pezh ’noant prientet kerzh ar bloavezh skol. Evit selaou Tristan eus skolaj Diwan Kemper ha war-lerc’h Romane eus skolaj Charles Le Goffic ’ba Lannuon ha Bob Simon, prezidant lire suite