Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Arvestoù war wale eus an hañv

Arvestoù war wale eus an hañv

Gwener 21 a viz Eost 2015

  • "Meneham, 300 ans d’histoire" – Arvest war vale
    Un eurvezh evit kontañ prantadoù pouezus eus buhez Menaham eus fin ar 17vet kantved betek hiziv an deiz. 6 taolenn a vo ch’oariet e galleg gant tud a vicher ha tud a youl vat eus strollad Ar Vro bagan. Arvest war vale evit an holl.
    • Bep Gwener noz etre an 3/07 hag ar 4/09/2015 (nemet d’ar 14/08).
    • Daou mare loc’hañ : 5e30 ha 6e noz e Ti lec’hiad Meneham.
    • Ret eo mirout ar plasoù gant Ofis an touristelezh Meneham : 02 98 83 95 63 

  • Skeiz, l’histoire du Kurnig depuis 6000 ans
    Gweladenn c’hoariva war lec’hiad ar C’hurnig e Gwiseni. Gant ar muzik e vo ambrouget an arvestour o vezañ henchet gant un den d’ul lec’h d’egile. E pep ehan e vez c’hoariet tammoù eus an istor hag eus ar vojenn lec’hel (Sezni, Bran ar marc’heg eus Neiz Vran e Kerlouan).
    • Un droveni c’hoariva en diavaez – e galleg – skrivet ha leurennet gant Goulc’han Kervella.
    • D’ar Merc’her 22/07 ha 29/07 ha d’al Lun 03/08 ha10/08 da 6e30 noz e lec’hienn ar C’hurnig e Gwiseni.
    • Emgav e kreizenn vageal Gwiseni - titouroù : 02 98 25 62 00