Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Enez al legumaj

Enez al legumaj

Sul eil a viz Kerzu 2018

Penaos e teuas Enez al Legumaj da vezañ Enez Werc’h

Un enezenn gaer e oa anezhi. Na re vras na re vihan. Izel war-gorre ar mor, douar mat
enni. Klouar e oa an amzer en enezenn. Ral e oa ma veze skorn er goañv, ha sec’hor vras en hañv. Goudoret e oa diouzh an avelioù uhel gant pezhiadoù reier ha melladoù klegeroù. Se zo kaoz ma kreske mat-kenañ an trevadoù enni, trempet gant teil ar chatal ha bezhin an aodoù tro-war-dro. Al legumaj dreist-holl a veze gounezet eno sed ma oa deuet eneziz da vezañ pinvidik-mor. Ha brudet-bras Enez al Legumaj, ma teue tud a bell vro d’he gweladenniñ. Dre vor rak ne veze distru an enezenn nemet d’ar reverdioù brasañ ha c’hoazh ! Pa veze disall-mat gant ar mor.

Siwazh ur walenn vras a oa kouezhet war Enez al Legumaj. Abaoe un nebeud bloavezhioù e oa stankoc’h-stankañ ar c’honikled enni. Ken e veze krignet ha debret al legumaj ganto. Dic’hastet ar parkadoù kaol, karotez, ognon, ken e oa un druez. Ne chome nemet delioù, gwrizioù anezho war o lerc’h.

Klasket o doa eneziz a bep seurt doareoù da zont a-benn outo : lakaat louzoù d’o lazhañ, stignañ rouedoù d’o fakañ, gripiji, lasoù-kroug, toulloù-trap, chaseourien da zistrujañ anezho. Kazeg a veze graet bep tro, mont a rae an tenn er c’hleuz ! Van ebet ne rae al
loenedigoù daonet a veze gwelet o c’haloupat ken disoursi ha tra.Un drovezh e teuas en enezenn ur soner yaouank.

Klevet en doa anv diwar-benn ar c’honikled. Deuet e oa da soñj dezhañ eus ur gontadenn en doa bet desket er skol. En Hamelin, ur gêr eus Bro-Alaman e oa an istor o tremen, da vare ar Grennamzer. Aloubet e oa bet ar gêr binvidik-se gant razhed, razhed du, razhed a bep tu. Ma ’z eas ar soner yaouank da gaout an aotrou maer…