Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Staj c’hoariva evit ar vugale

Staj c’hoariva evit ar vugale

Yaou 29 a viz Gwengolo 2016

Stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg hag e galleg - adalek ar 24 a viz Here betek ar 27 a viz Here.

Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto...
C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù hag all.
Echu a raio ar staj gant un abadenn dirak ar gerent hag ar mignoned.

Etre 10e30 ha 12e00

Priz : 25€ + 17€ (kartenn ezel)
Lec’h : 95 Hellez Tosta - 29880 Plougerne
Titouroù hag enskrivadur : 02.98.04.50.06 - postel