Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Ti ar medisin

Ti ar medisin

Merc’her 10 a viz Genver 2018

Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, o tigemer tud klañv en e di.
Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin. Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o daou diwar-benn medisinerezh ha diwarbenn
ar pezhioù o doa c’hoariet asambles en o yaouankiz. Pezhioù-c’hoari o tennañ d’ar c’hleñvejoù ha d’ar vedisined, just awalc’h. Neuze e vez gwelet a bep eil pennadoù eus ar pezhioù-c’hoari-se.

Tammoù pezh c’hoariet :

  • Ar medisin en desped dezhañ (krennamzer),
  • Kamm ki pa gar (Molière, 1670),
  • Knock (Jules Romain, 1920),
  • Kleñved an Tougn (Jarl Priel, 1950).

C’hoariet gant : Goulc’han Kervella, Nicole Le Vourc’h, Jakez ar Borgn, Régine Boujean, André Ollivier, Maryvonne Berthou, Guy Berthou, Typhaine Corre, Maxime L’Hostis, Pierre Izoird, Brigitte Juricic, Elouan Bordais, Caroline Nivard, Anjela Etienne.
Renket ha leurennet gant : Goulc’han Kervella.
Kinkladur : Didier Porchel, Josue Rajpop, Henri Sotin.
Gwiskamañchoù : Nolwenn Castel.
Goulou & Son : Egareg Kervella.
Skritell : Didier Porchel