Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > C’hoari Las > Brezel al lastez

Brezel al lastez

Yaou 13 a viz Here 2011

D’ho soñj deoc’h-c’hwi petra eo al liamm etre ur sac’h kaoc’h-ki, an nukleel, ar bolitikourien hag an dud e-maez ar sistem ?

‘Peus ket ‘met dont da welet sketchoù skipailh « C’hoari Las » a ra war-dro al lastez bremañ hag e vo roet deoc’h ur skeudenn lemm ha didruez eus ar vuhez pemdez. ‘Michañs ‘po plijadur gante kement hag int ganeoc’h. Hastit buan ‘tav a-raok na vije « sañsuret ».

Diwar « Les déchets attaquent » gant Etienne de Saint-Laurent.

10 komedian : Ana-Soaz ; Bronwenn ; Carsten ; Gwenn ; Hubert ; Mari ; Natali ; Silvi ; Virginie ; Yann.
Ur soner : Gweltaz.
Gouloù gant teknisianed Plume d’Ange.
Leurennet gant Tony Foricheur.