Heuliad ar Roue : Dede Koat adarre !

Deuet eo Dede Koa da vezañ roue. Bevañ a ra kaer gant spletoù ha displetoù e vicher nevez ! Met buan a-walc’h n’eo ket evit gouzañv ken ar vac’hidigezh feodel-mañ. Lakaat a ra en e benn mont da ergerzhout e rouantelezh hep goût da zen ha da vont da weladenniñ Jobig e gamalad kozh.
Er rann nevez-mañ e kejo Dede gant ar bobl ha gant e zisplijadurioù. Evit dont a-benn eus ar c’hudennoù a vo e-kerzh e veaj e vo ret dezhañ bezañ fin evit diskoulmañ traoù zo.
En istor-mañ gant kanaouennoù e-barzh e vo kavet : laeron, banjo, ur roñfl ha bitrakoù dic’hortoz.

Mat da c’houzout :

  • Padelezh : 42 mn
  • Oad : Adalek 3 bloaz
  • Emren da geñver ar son hag ar gouleier
  • Niver a blasoù : 200 arvester

Daou gomedian-muzisianer evit un arvest divyezhek pe e galleg pe e brezhoneg penn-da-benn.

Pezh c’hoari all ar strollad-mañ

Mont e darempred :