Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad La Obra

Strollad La Obra

Ganet eo Strollad LA OBRA e Chili e 1996. Kendalc’het en deus e hent da c’houde betek Breizh hag ar Gwatemala. Ur strollad a vicher eo LA OBRA. Tost e galon ouzh ar minorelezhioù eo an teatr kinniget gantañ, forzh peseurt re e vefent, pe war zu Amerika Latina pe e Breizh. Sevel ur bed all posupl “Otro Mundo Posible” eo pal ar strollad. Lakaat sevel ur bed all e lec’h ma z’eus plas evit an holl, ha kenskoazell pe eskemmoù etre pobloù ar bed. Arzourien latino amerikan ha brezhonegerien a zo e-barzh ar strollad hag o labourat e Douarnenez hag e Brest, e Breizh.

Aotre sevel abadennoù: 2-1049144 Aotre kevredigezh Yaouankiz ha deskadurezh pobl: 290869.

Evit gouzout hiroc’h war istor La Obra.

les pieces

  • Nena ha Polo foeterlukined

    Un abadenn evit ar vugale

    Gwener 1añ a viz Gwengolo 2017

    Nena ha Polo zo daou furlukin, hag int mignoned vras, leun a startijenn ganto, hag a vez o vevañ asambles. Pezh a blij dezho ? Ar sirk ! Pleustriñ a reont bemdez evit c’hoari o abadenn dirak an dud. Met un deiz : tri mil boulc’hurun ! Ne gavont ket mui o zrede bolotennig jañgliñ ! Hep bolotennig, abadenn ebet ! Ata…met roudoù iskis zo war al leur. Marteze a-walc’h ne oa ket bet kollet ar volotennig diganto met laeret ! Ha setu an daou furlukin-mañ o foetañ bed evit adkavout al laer. Ur bed iskis a-walc’h ma ‘z eus unan : ur vro lec’h ma riboul an dud lire suite
  • LA CAMINATA

    Merc’her 1añ a viz C’hwevrer 2017

    LA CAMINATA ’zo istor peder zudenn o tizoloiñ ur mintin ur c’hamp divroidi e-kichen o c’hêriadenn. Cheñch a raio an darvoud-mañ o buhez pemdeziek, o darempredoù gant ar c’hamp deus un tu, ha respont an ensavadurioù o klask diogeliñ surentez ar boblañs deus an tu all. Bacilio ’zo paotr ar melestradur eus bloavezh 1821 ; Emma ur skiantourez eus ar bloavezhioù hanter-kant ; Saik, ul c’houer merket gant ar cheñchamantoù bras a vez war ar maezioù hag Annie ur gazetennerez stourmerez. An aerlgelc’h surentez a lako anezho da vont e darempred unan gant egile, ha lire suite
  • La Comparsa : c’hoariva war skasoù

    Yaou 29 a viz Gwengolo 2016

    Stummañ tud yaouank eo unan eus palioù ar gompagnunezh La Obra. Ar Festival Teatr Brezhonek a vo un digarez evit ar stajidi da ziskouez o chemet. Kinnig a reont d’an arvestourien un abadenn c’hoariva straed o bale war skasoù e straed goloet ar Stella.
  • Chiloe

    Sul 1añ a viz Mae 2016

    "Pa sell Pincoya, ar vorganez ouzh ar menezioù, e ya ar pesked diwar-well, pa sell ar Pincoya ouzh ar mor e teu ar pesked endro". Setu ni war Chiloe, un enezenn e bro Chili e lec’h m’eo aet ar pesked diwar wel. Penaos lakaat anezho da zont endro ?
  • Kinniget e vo gant strollad La Obra da vrezhonegerien yaouank (15-25 bloaz) da gemer perzh en un eskemm etrevroadel war ar c’hoariva hag ar skasoù e-pad vakañsoù an diskar-amzer 2015. Daou stal keñver-ha-keñver a vo : Ur stummadur buhezourien war ar skasoù hag ar c’hoariva gant tud a vicher. Danvez buhezourien a savo skasoù hag a heulio stalioù arzel a bep seurt. Ar pal a vo krouiñ ur bodad gwisket war skasoù evit tremen ar Redadeg e Douarnenez d’ar 05/05/2016. Un eskemm tud yaouank etrevroadel : 21 den yaouank en o zouesk 7 brezhoneger a eskemmo lire suite
  • Bleunioù Gouez

    Lun 16 a viz Meurzh 2015

    Plakoù, gwerzher louzeir war an hentoù a zo bet profet dezhañ ul levr war ar sujed, gant e dud kozh. Dre al levr mañ e lak Plakoù an arvesterien da veajiñ d’ur bajenn d’eben, d’ul louzaouenn d’eben. Al linad, ar c’hwervizon, ar maiz, ar sklañvez, an dres, pep hini n’eus he zalvoudegezh. Gant al louzeier, e veajomp d’ur bed d’egile, deus Breizh betek Amerika Latina.
  • O Wiadiñ, Métissages

    Lun 27 a viz C’hwevrer 2012

    An abadenn-mañ a lak war-wel, gant barzhoniezh ha fent, darvoud meskaj ar pobloù e Amerika ar Su ha neuze bugale hiron ganet deus kerent european hag indian. Penaos eo deuet a-benn ar c’hevandir-mañ da sevel un identelezh kreñv ganet deus an emgav feuls a zo bet etre ar pobloù indian hag an europeaniz ? Metis ? Indian ? An abadenn a zo ur galv d’an emgavioù habask etre pobloù ha sevenadurioù. A-benn pouezañ war al liammoù-mañ etre pobloù eo bet divizet c’hoari ar pezh e brezhoneg en ur ouzhpennañ galleg ha kastilhaneg. Digor eo neuze d’ur publik ledan lire suite

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn