Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad La Obra > Kakaw

Kakaw

Lun 12 a viz Du 2018

Ur pezh kinniget gant div arzourez. Awenet int bet gant tem ar mitologiezh Maya, ar produadur greantel er bed ha gant atalieroù c’hoariva gant amatourien.

AN ABADENN
E traon tout ar menez, en ul lec’h e Amerika Latin, e veve div vaouez gozh. Ken kozh e oant, ma veze lâret e oant bet krouet gant al loar, asambles gant ar plantoù hag al loened pa oa c’hoazh difreuz an douar. Un deiz ez eo taget ar geriadenn gant ur c’hleñved-red a laka an hengoun en arvar, a dro ar beizanted da sklaved hag a zifen outo debriñ ar chokolad a vez produet ganto, ar pezh a zo ho nerzh-buhez. Ret e vo d’an divig kozh, mirourezed ar c’hempouez sekred, kaout nerzh-kalon evit pareañ ar geriadenn....

Kakaw a gaso ac’hanoc’h war roudoù an hengounioù produiñ chokolad e Amerika Latin, deus o orin betek ar beveziñ hollvedel a-vremañ.

AR STROLLAD
Goude 10 vloaz e Amerika Latin, ez eo bremañ staliet La Obra e Douarnenez. Sevel a ra abadennoù c’hoariva hag en o zouez pezhioù war dem ar minorelezhioù. Ingal e vez kinniget gant ar strollad atelieroù «Art et Transform’Action Sociale» hag eskemmoù etrevroadel.

MENNOZH ORIN : Céline Soun
LEURENNIN : Tifenn Linéatte
C’HOARI : Martina Díaz Pérez, Tifenn Linéatte
KINKLADUR HA DILHAD : Josué Rajpop, Léna Coupry, Justine Gagner, Glannon Kerzerho.

AR GOMEDIANEZED
MARTINA DÍAZ PÉREZ
Stourmerez maya-tzotsil, labouret he deus gant maouezed henvroad war dem ar gwirioù hag an digaezhadur e kummuniezhioù bro-Chiapas awenet m’eo-he gant al luskad zapatist. Bremañ emañ e Breizh evit eskemm war hec’h istor hag he sevenadur dre ar c’hoariva.

TIFENN LINÉATTE
En em stummet he doa war ar c’hoariva dre an tradeji. Graet he doa da heul ur stummadur war deknikoù C. Stanislavski, hag a gaso anezhi davet ar c’hoariva Grotowski. Heuliañ a ra evit ar poent ur stummadur war ar furlukin evit pinvidikaat an eztaol korfel. Kemer a ra perzh e Strollad La Obra gant ar c’hoant lakaat war wel ar sevenadurioù.

Titouroù ouzhpenn :

  • Yezhoù implijet : brezhoneg, galleg, maya-tsotsil ha spagnoleg. - Leurenn vihanan : 4x5m / leurenn wellan: 6x8m
  • Padelezh: 50 min
  • Priz: hervez niver an arvesterien
  • Evit ar vugale adalek 6 bloaz