O Wiadiñ, Métissages

An abadenn-mañ a lak war-wel, gant barzhoniezh ha fent, darvoud meskaj ar pobloù e Amerika ar Su ha neuze bugale hiron ganet deus kerent european hag indian. Penaos eo deuet a-benn ar c’hevandir-mañ da sevel un identelezh kreñv ganet deus an emgav feuls a zo bet etre ar pobloù indian hag an europeaniz ? Metis ? Indian ? An abadenn a zo ur galv d’an emgavioù habask etre pobloù ha sevenadurioù.
A-benn pouezañ war al liammoù-mañ etre pobloù eo bet divizet c’hoari ar pezh e brezhoneg en ur ouzhpennañ galleg ha kastilhaneg.

Digor eo neuze d’ur publik ledan a-walc’h adalek 13 bloaz.

Pinvidik eo ar strollad deus komedianed deuet eus broioù disheñvel : Chili, Guatemala, Breizh. Un nebeut re eus ar gomedianed ho peus gwelet marteze dija e strolladoù An alouberion pe Rebeldia, ha lod anezho a zo bet ivez e Diwan.

contacter troupe