Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Madarjeu > Alanig Al Louarn

Alanig Al Louarn

Gwener 4 a viz Meurzh 2016

KROUIDIGEZH ALANIG AL LOUARN, UR PEZH-C’HOARI EVIT AN HOLL AZALEK 6vloaz

Diazez istorel ar grouidigezh
Gant hor c’hrouidigezh kentañ e felle deomp tizhout an holl (nevez-vrezhonegerien, brezhonegerien, ha nann-vrezhonegerien) ha lakaat e-pleustr lod brasañ eus hor c’hoantoù : krouiñ e brezhoneg, labourat a-stroll da vat, sevel pezhioù-c’hoari a-vremañ gant nebeut a ginkladur hag a deknikachoù, implijout ar muiañ posubl a draoù dastumet ha dreist da bep tra : kaout plijadur ha reiñ plijadur. An drovezh eo bet deomp da labourat war an « etrekomprenidigezh » evit gellout kinnig hol labour e peplec’h ha d’an holl (kas enklaskoù arzel a-benn tremen hebioù da implij an us/istitlañ).

Evit he zalvoudegezh kement a-fed yezh, danvez, live drama ha liveoù preder, mesk-ha-mesk, hon doa dibabet labourat diwar Troioù-kamm Alanig al Louarn, oberenn Jakez Riou.
Ganet e Lotei e 1899 e oa an oberer aet abred, d’e 37 vloaz. Daoust da-se en deus laosket un oberenn binvidik war e lerc’h (romantoù, barzhonegoù, pezhioù-c’hoari,…). Anavezet eo evit bezañ unan eus ar skrivagnerien vrasañ bet o kemeret perzh e reneveziñ lennegezh vrezhonek an XXvet kantved, lemm ha fromus e bluenn ha mestr a-walc’h war ar yezh evit bezañ kinniget skridoù saourus, pinvidik, a-live uhel hag aes da gompren war an dro.

Un istor a-holl-viskoazh a gaver e Troioù-kamm Alanig al Louarn : hini mabden abaoe ma ’z eus anezhañ, tost ouzh istor an dud dec’h, tost ouzh an dud hiziv … Etre fent, krizder ha from e tiskouez gant loened, an darempredoù etre ar re c’halloudus hag ar bobl en ur daolenniñ ar gevredigezh n’ez eus ket enni ar re-vat eus un tu hag ar re-zroug eus an tu-all. Ur gevredigezh ordinal ma rank ar bras eus an dud en em zifretañ evit debriñ ha chom hep bezañ debret. Mil brudet eo Alanig al Louarn, tudenn pennañ an istor. Meur a anv ’zo dezhañ dre ar bed-holl : Reineke, Mr Fox, Zorro,… hag oberennoù e-leizh a zo bet gouestlet dezhañ. En o mesk, Le Roman de Renart , unan eus ar re gentañ bet skrivet e galleg etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved.

Hervez Jakez Riou e-unan en doa-eñ skrivet o kemeret frankiz, dreist-holl, diwar Reineke Fuchs , oberenn Goethe. Ne c’heller ket ober un adaptasion eus Troioù-kamm Alanig Al Louarn avat rak goude bezañ brezhonekaet ha breizhekaet an destenn en deus savet e zoare dezhañ e-unan. Da skouer e laka al louarn da veajiñ eus ar Grenn-Amzer da vBrest er bloavezhioù 30 ha da labourat en un ti-moullañ memes. Ar souezhusañ, marteze, o vezañ ma laka Alanig al Louarn da vervel gant ar glac’har. Un diskoulm hon eus-ni labouret en ur mod-all pa oamp o skrivañ.

Al labour-krouiñ
Gouestlet hon eus 6 miz kentañ ar bloavezh 2010 da grouidigezh Alanig Al Louarn : skritur, yezh, leurennaozañ, graferezh, c’hoari, sonerezh, kanaouennoù, enrolladennoù, leurenniñ, gouleier, teknik dre-vras, gwiskamantoù-leurenn…
Ouzhpenn komedianed hag izili Madarjeu ez eo tost da 20 arzour hag a zo aet pep hini d’e varregezh mare pe vare el labour (Allah’s Kanañ, Denez Abernot, Pascal Cariou, Gwenole Larvol…).

Ur chafot hon eus implijet evel kreizenn leurennaozañ Alanig Al Louarn, ur framm dedennus e meur a-geñver. Evel danvez hollvedel ha diamzer ar pezh-c’hoari ez a ar chafot da-heul mabden abaoe ma kustum sevel traoù, hep cheñch an disterañ. Aroueziañ a ra ar skeul sokia hag ar renkadoù sokial. C’hoari a reomp war meur a live rak meur a estaj a zo dezhañ. Pep tra a c’hoarvez tro-dro dezhañ. Servijout a ra da bep lec’h, a-bep eil e teu da vezañ gwezenn, palez, douarenn, stal ar c’higer, klud ar yer, …
Degas a ra da soñj er frammoù-c’hoari foran a vez graet evit ar vugale hag a c’hell dont da vezañ, diouzh o ijin, forzh pe lec’h, diazez forzh pe istor.
En ur mod e c’hellfer ober savadur anezhañ nemet ez eo unan staliet evit ur mare hag a servij evit sevel savadurioù graet evit padout, eveldomp-ni komedianed pa ’z eomp a-lec’h da lec’h d’en em staliañ evit ur mare, c’hoari ha leuskel eñvorennoù dibad d’an arvestourien.

A-hed ar wech hon eus labouret en ur soñjal en nann-vrezhonegerien, er re ’zo o teskiñ hag er vrezhonegerien evel-just. Er pezh-c’hoari e kaver a-bep seurt traoù hag a c’hell lakaat an dud da heuliañ an istor. Evit ar pezh a sell ouzh an etrekomprenidigezh omp aet war-zu ur c’hoari digor, frank, ar sklaerañ posubl. Implijet hon eus arzoù ken hollvedel-all : kanaouennoù, sonerezh ha skeudennoù (skeudoù ha treuzskeudennoù). Pep tra oc’h ober an istor ha n’eo ket o tiskouez an istor.

Disoc’h ar grouidigezh
Deuet omp a-benn da ginnig ur grouidigezh a-vicher. Al labour a zo bet kaset e brezhoneg penn da benn. Soursiet hon eus ouzh hor pal kement hag ouzh hor c’hoantoù. Diwar ar pezh-c’hoari e vez gopret 2 deknisian ha 4 c’homedian. D’an holl hag e peplec’h e c’hell bezañ kinniget. Deuet omp a-benn da vodañ ur publik : tost da 850 arvester diwar 5 abadenn (Landerne, An Oriant, Gwipavaz, Montroulez, Landivizio) evit ur pezh-c’hoari divrud rak o kregiñ : bugale, krennarded, tud deuet ha tud koshoc’h, an holl rummadoù bodet eta. Priziet eo bet al labour gant nann-vrezhonegerien hag a oar eus ar c’hoariva, eus an danvez pe get, tud o tont eus Breizh, Pariz, Tchekia, Finland, Bro-Gembre. A-feur ma tisplegomp ar pezh-c’hoari e peurlipomp anezhañ. Labourat a reomp evel artizaned, da lavaret eo gant ar spered, an dorn hag ar galon. Bec’h d’an droiad bremañ !

Diwar hor c’houst hon eus lakaet embann ar pezh-c’hoari e stumm ul levrig.